Impalaeriezh trevadennel Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 43 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q200464
Linenn 10:
E broioù al ledenez iberek ([[Spagn]] ha [[Portugal]] bremañ), e-pad ul lodenn vat eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]], e voe brezelioù etre ar [[Kristenien|Gristenien]] hag ar [[Muzulmaned|Vuzulmaned]]. Eus ar brezelioù-se e reer ar ''[[Reconquista]]'' (pe ''adaloubadeg'' e brezhoneg). Rouantelezhioù kristen an hanternoz en em ganne a-enep rouantelezhioù muzulman ar c’hreisteiz.
 
Evit [[Portugal]] e voe echuet ar [[Reconquista]] e [[1272]], pa voe aloubet [[Algarve]] gant ar roue [[Afonso III]]. Neuze en doa tizhet Portugal an harzoù zo gantañ bremañ el ledenez iberek. Goude-se e stagas rouantelezh Portugal d’en em astenn pelloc’h c’hoazh, eus tu ar mor.
 
Gant soudarded eus Portugal e voe aloubet kêr [[Ceuta]] (war arvor [[Norzh Afrika]]) e [[1415]].
 
[[Restr:Henry the Navigator1.jpg|thumb|250px|right|[[Herri ar Merdeer]]]]
E [[1419]] en em gavas daou eus kabitened ar Priñs [[Herri ar Merdeer]] war enez [[Madeira]], kaset betek eno gant ar gwallamzer. E [[1427]] en em gavas unan all en enezeg an [[Azorez]]. Inizi didud e oant.
Gant ar Priñs [[Herri ar Merdeer]], e deroù ar XV{{vet}} kantved, e voe kaset an ergerzh war-raok. Klask madoù ha pinvidigezhioù e oa ar pal, evel-just, kement ha dizoleiñ douaroù dianav. Tamm-ha-tamm ez eas Portugaliz pelloc’h-pellañ a-hed aodoù Afrika, o kartennaouiñ ar vro hag oc’h ober kenwerzh gant an henvroidi. E [[1434]] e voe degaset ar sklaved kentañ eus Afrika da Bortugal. Gant an drafikerien [[sklavelezh|sklaved]] e krogas ur c’henwerzh nevez ha gounidus.