Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
Sevel a reas ur strolladig europeour e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant [[Goulven Pennaod]], [[Tristan Mordrelle]] ha [[Guillaume Faye]], Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman Concordia oppositorum ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]), da lavarout eo bodañ tud eus an tu-dehou hag eus an tu-kleiz, evit brudañ pezh a zo boutin etrezo ha diazez ar politikerezh kevreadelour hervezañ.<ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref> Danvez kuzulier-departamant eo bet e [[2004]] evit kanton [[Lanniliz]], war ar renk evel [[Tepot Gwilhmod]]. D'ar 6 a viz Mezheven [[2006]] en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehou pellañ evit gwareziñ ar ouenn.<ref>Gw. [http://www.terreetpeuple.com/actualite/chroniques-par-pierre-vial/appel-de-moscou.html?2d4883b0bf7db295e9826020acb22e07=781346bb3606ccb96a2072f630651e2f Galv Moskova] (e galleg)</ref>
 
Livañ ha kizellañ a ra [[taolenn|taolennoù]] ha [[delwenn|delwennoù]] hag a denn da zanvez [[Breizh]] hag an ''Emsav'', evel poltredoù eus [[Bro-Bagan|Paganiz]], eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter [[Montparnasse]] e Pariz, e stal ''Kêrvreizh'' a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.
 
==Ereoù diavaez==