Pedro Carlos de Borbón : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808. Goude-se ez ejont da chom da Rio de Janeiro. E palez San Cristovao e voe lakaet an infant, er Paço da Cidade edo ar rejant João hag an infantezed. E Brazil ne oa ar vuhez evel e Portugal, ha nebeutoc'h a orbidoù a veze graet. Setu krog an infant Pedro d'ober al lez d'e geniterv Maria Teresa Portugal, petra ma bennak ma klasked, en 1808, reiñ he dorn da [[Fernando VII]], he c'henderv [[roue Spagn]]. Soñjal a reas neuze ar voereb, harluet ha dispartiet diouzh he fried, lakaat Pedro Carlos da vezañ roue un Amerika spagnol dizalc'h diouzh ar vetropolenn aloubet gant ar C'hallaoued. Mont a reas neuze e darempred gant an amiral saoz Sidney Smith, a oa e penn al listri saoz eoriet e Rio.
 
E Mae 1810 e timezas Pedro Carlos de Borbón da [[Maria Tereza Portugal (1793-1874)|Maria Teresa Portugal]].
A-benn daou vloaz evurusted e klañvas Pedro Carlos, hag e varvas e [[Boa Vista]] d'ar 4 a viz Gouhere 1812.