Diforc'hioù etre adstummoù "Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878)"

 
==Rejañs==
*''Gwelout ivez [[Brezel kentañ ar garlourien]]''
 
Mervel a reas he fried Fernando VII en 1833. Anvet e oa bet, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (''Gobernadora del Reino''), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (''las Cortes'') en 1836.
D'an 28 a viz kerzu 1833, goude dezhi intañveziñ, e reas un [[dimeziñ morganatek]] ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer. Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred d'an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.
181 472

modifications