Diforc'hioù etre adstummoù "Leonardo da Vinci"

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(tamm kempenn)
D
Leonardo Da Vinci a voe ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1452, en ur vourc'h vihan e [[Toskana]], e-kichen Vinci. Ur mab [[bastard]] d'un noter hag ul labourerez-douar e oa. Tremen a reas e yaouankiz e-kreiz an natur, ar pezh en do ul levezon pouezhus-kenañ war e vuhez. E stummadur kentañ a zo bet roet dezhañ e-barzh stal-labour al livour ha kizeller [[Verrochio]] etre 1469 ha 1476. E-pad ar prantad-mañ e teskas Leonardo meur a deknik krouiñ ha dont a reas a-benn da vestroniañ teknik ar bellwelad. Adalek ar bloavezhioù 1470 e vez kanet e anv war roll kompagnunezh livourien [[Firenze]]. Met ne vez ket kavet kalz eus e oberennoù abalamour d'ar fed ma'z a Da Vinci war-raok en un doare gorrek. Livet en deus war dro daou-ugent taolenn met , n'eus bet adkavet nemet pemzek anezho. War an taolennoù en deus livet a-raok mont kuit eus [[Firenze]] e vez gwelet anat levezon e gelennourien. Gant an ''Annunciazione'' e c'haller gwelout un doare tresañ asur hag ur vunutded hag ur resisted bras evit ar munudoù e-giz ar plantoù pe ar savadurioù. War an ''Adorazione dei Magi'', un daolenn chomet diliv (hervez c'hoant Da Vinci war ar zeblant), e zoare ober a zo personeloc'h. Kemer a ra amzer da dresañ munudoù liesseurt war fasoù tudennoù an daolenn. Kreiz an daolenn, gant Maria hag ar mabig Jezuz, a zo treset en un doare amsklaer (Leonardo n'en deus ket pouezet kalz war e varr-livañ). Damdeuzet int. E giz-se eo en deus ijinet Da Vinci e deknik personel, ar [[Sfumato]].
 
[[Restr:LaLeonardo Da Vinci -vierge-aux-rochers Vergine delle Rocce (Louvre).jpg|thumb|right|300px|'''''Vergine delle Rocce''''' (Gwerc'hez ar C'herreg) ([[1483]]-[[1484|84]])</br>[[Paris]], [[Mirdi al Louvre]]]]
 
=== Milano ===
13

modifications