Brezel-diabarzh Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Entre 1807 ha 1810, dre deir gwech, e klaskas armeoù gall [[Napoleone Buonaparte]] aloubiñ Portugal. Tro-wenn a rejont bep tro, hogen daoust da se e voe tizhet ar vro gant ar mennozhioù nevez hag ar frankizouriezh. Pa oa ar roue en harlu e voe un Dispac'h frankizel. Pa zistroas ar roue [[João VI]] eus Brazil ec'h embannas Bonreizh 1822, frankizel kenañ. Neuze en em vodas an eneberien en-dro d'ar rouanez ha d'he mab [[Miguel Iañ|Miguel]].
 
E miz Meurzh 1826 e varvas [[João VI]]. Neuze e savas bec'h da c'houzout piv a renje. [[Pedro Iañ Brazil]], mab henañ ar roue, a oa en e wir, ha kurunennet e voe evel Pedro IV Portugal. E vreur Miguel a zisklêrias en devoa kollet Pedro e wir p'en devoa trubardet e vro oc'h embann dizalc'hted Brazil, trevadenn Portugal. Hogen na pobl Portugal na hini Brazil ne felle dezho kaout ur roue a renje en div vro. Neuze, e miz Ebrel 1826, e voe graet un adwel da Vonreizh 1822 (kentañ Bonreizh Portugal), hag e tilezas Pedro ar gurunenn d'he reiñ d'e verc'h María da Glória, a oa seizh vloaz, gant ma timezje d'hec'h eontr Miguel pa deuje en oad d'ober. Da c'hortoz, eo e c'hoar [[Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal | Isabel Maria de Bragança]], a vije rejantez. Ha Pedro en-dro da Vrazil.
 
<!--
with his sister Isabella Maria as regent.
 
Plusieurs révoltes anti-libérales tentent de rétablir la monarchie absolue sans succès (la Vilafrancada et l'Abrilada).
dejando en el trono a María y a su hermano Miguel como regente.
 
En ebrel 1826, como parte del acuerdo de sucesión, Pedro revisó la constitución de 1822, y volvió a Brasil dejando en el trono a María y a su hermano Miguel como regente.
 
-->