Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
 
==Rejantez==
E [[1826]], pa oa klañv-fall João VI, ec'h anvas ur c'huzul rejañs renet gant an infantez Isabel Maria, pemp bloaz warn-ugent dezhi. Er bloavezh-se edo [[Pedro IV|Pedro]], ar priñs pennhêr, e Brazil, dizalc'h abaoe pevar bloaz, e vreur Miguel e Vienna, ar rouanez Carlota Joaquina a oa harluet e Queluz, hag ar merc'hed henañ, c'hoarezed Isabel (Maria Teresa ha [[Maria Francisca de AssisiAssis de Bragança]]) a oa dimezet da infanted spagnol. João VI a varvas pevar deiz goude embann an dekred.
 
Derc'hel ar c'huzul a reas Isabel Maria, goude marv ar roue zoken, da c'hortoz distro he breur ar pennhêr, betek miz C'hwevrer [[1828]]. Ouzhpenn Isabel Maria e oa er c'huzul: ar c'hardinal [[Patrício da Silva]]; [[Nuno Caetano Álvares Pereira de Melo, 6.º Duque de Cadaval|6vet Dug Cadaval]]; [[Francisco Xavier de Menezes da Silveira e Castro|1añ Markiz Valada]]; [[Marcos de Noronha|Kont Arcos]]. Da eilerien dezho e oa ar c'hwec'h [[ministr]]-stad .