Kentañ brezel ar garlouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
En 1833 e varvas ar roue [[Fernando VII]], goude bezañ anvet e verc'hig Isabel, tri bloaz hepken, da rouanez Spagn, ha setu rouzet ar bloneg d'e vreur Carlos a gave e oa dleet ar gurunenn dezhañ. An noblañsed a oa a-du gant Carlos, hollveliour. Bro-C'hall, Portugal hag ar Rouantelezh Unanet, a sinas en 1834 un emglev anvet Kenunaniezh ar Pevar, a harpe Isabel II.
 
==Brezel==
Brezel a voe etre harperien an div gostezenn. Kalet e voe e hanternoz ar vro. Un arme 13 000 den a oa dindan ar c'harlour [[Zumalacárregui]], ha trec'h e voe meur a wech. Arme Isabel II ne oa ket evit stourm hep skoazell a-ziavaez .