Energiezh nevezadus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot : af:Hernubare energie zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 21:
 
E [[1873]] e krogas an dud da glask tapout gremm an Heol, gant aon na yaje ar glaou da get. Betek deroù ar [[Brezel-bed kentañ]] e voe kaset arnodennoù. Ken abred ha [[1911]] e voe rakwelet pouez ar gremm heolel en dazont.<ref>Geoffrey Jones & Loubna Bouamane (2012), ''"Power from Sunshine":A Business History of Solar Energy'', [http://www.hbs.edu/faculty/Publication%20Files/12-105.pdf ''Harvard Business School''] {{en}}</ref><br />
E [[1956]] e voe kemennet stroñs [[tireoul]]el [[1973]] gant M. King Hubbert<ref>M. King Hubbert (1956), ''Nuclear Energy and the Fossil Fuels'', [http://www.hubbertpeak.com/hubbert/1956/1956.pdf ''American Petroleum Institute''] {{en}}</ref> ; er [[bloavezhioù 1970]] e krogas al luskad [[ekologiezh|ekologour]] da stourm evit ma vije erlerc'hiet ar gremmoù adnevezadus ouzh an tireoul, ha fardet e voe an [[rod-avel|aerluzellaerluzello]]ù kentañ.<br />
Abaoe pell dija e veze arveret gremm an Heol evit tommañ ha yenaat, hogen ret e voe gortoz ar [[bloavezhioù 1980]] evit ma vije lakaet [[panell fotovoltaek|panelloù fotovoltaek]] marc'hadmat a-walc'h er [[kenwerzh|c'henwerzh]].<ref>[http://www.solarstartechnologies.com/id69.html ''History of PV Solar''] {{en}}</ref>
 
Linenn 257:
[[Restr:Kreizenn douarwrezel Ferrara.png|thumb|<center>Kreizenn douarwrezel [[Ferrara]]</center>]]
[[Restr:Geothermal capacity.svg|thumb|<center>Barregezh ar gremm douarwrezel<center><small>Linenn ruz : barregezh ; linenn wer : kenderc'hadur</small>]]
[[Restr:Chaudes aigues source.jpg|thumb|<center>Eienenn havel e [[Chaudes-Aigues]] ([[Cantal (departamant)|Cantal]])</center><center><small>82&nbsp;°C eo gwrezverk an dour</small></center>]]
En [[Douar (planedenn)|Douar]] emañ ar gremm gwrezel a vez anvet "douarwrez" ; diwar ar gremm-se e teu [[gwrezverk]] danvez an Douar.<br />
Daou orin zo d'ar gremm douarwrezel : stummadur ar blanedenn (20%) ha [[gremm derc'hanel|digevanidigezh]] elfennoù ar mein (80%).<br />
Tremen 5 000&nbsp;°C eo gwrezverk kalon an Douar, ur 6 400 k[[metr|m]] dindan e c'horre. Dre ar wrez hag ar [[gwask]] a ren eno e teuz lod reier da stummañ [[magma]] skañvoc'h eget ar reier sonnel ; pignat war-c'horre a ra ar magma neuze, ha tommañ reier ha dour krestenenn ar blanedenn betek war-dro 370&nbsp;°C. Ar gremm-se eo a anver gremm douarwrezel.<ref>Donald Turcotte & Gerald Schubert (2002), ''Geodynamics'', Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-66624-4 {{en}}</ref>
 
En [[Henoadvezh ar maen]] dija e kouronke an dud e dourioù an [[eienenn havel|eien havel]] ; ar [[Impalaeriezh roman|Romaned]] a implije an dourioù-se evit tommañ o annezioù. Hiziv an deiz avat ez eo ar c'henderc'hañ tredan arver pennañ ar gremm douarwrezel.
Linenn 321:
; Gremmoù adnevezadus dre vras
* Bjørn Lomborg (2001), ''The Skeptical Environmentalist – Measuring the Real State of the World'', Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-01068-9 {{en}}
* Bjørn Lomborg (2010), ''Cool it - The Skeptical Environmentalist's Guide to Global Warming'', Vintage, ISBN 03077411090-307-74110-9 {{en}}
:Hervez B. Lomborg ez eo diefedus ha re goustus an obererezhioù emeur o lakaat e pleustr a-benn stourm ouzh tommadur an hin er bed, gwell e vije labourat a-zevri war gudennoù war verrdermen ha tostoc'h da vuhez pemdez an dud, evel ar yec'hed hag ar pourchas dour boull.
:Gwelit ivez, gant an hevelep aozer, ''The Poverty of Renewable'' (17 Meu 2014), [http://www.project-syndicate.org/commentary/bj-rn-lomborg-says-that-the-prevailing-solution-to-global-warming-is-hurting-the-poor-more-than-the-problem-is ''Project Syndicate''] {{en}}
Linenn 340:
; Bevdolz
* Laurent Piermont (1982), ''L'énergie verte"", Seuil, ISBN 978-2-02-006192-6 {{fr}}
* Hervé Bichat & Paul Matisse (2013), ''La biomasse, énergie d'avenir ?'', Quae, ISBN 978-27592191242-7592-1912-4 {{fr}}
; Gremm douarwrezel
* Jean Lemale (2012), ''La géothermie'', Dunod, ISBN 978-2-10-057238-0 {{fr}}
Linenn 356:
 
[[Rummad:Energiezh]]
 
{{Liamm PuB|af}}