Pedro Carlos de Borbón : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Linenn 8:
Daou vloaz e oa, e 1788, pa varvas e vamm er [[gwentloù]], hag e dad ivez a varvas gant ar [[Brec'h (kleñved)|vrec’h]] buanik goude. Mervel a reas e dad-kozh roue ivez, e 1788 bepred, hag e vreur bihan prestik goude. Marteze eo dre un tamm gwarizi ouzh e vreur Gabriel, tad Pedro, eo e voe kaset Pedro gant ar roue nevez, e eontr [[Carlos IV]], da Bortugal, bro c'henidik e vamm, ma voe savet gant e vamm-gozh, ar rouanez [[Maria Iañ Portugal]].
 
Pinvidik-mor e oa Pedro Carlos gant madoù bras e dad, ha mat e oa degemeret en e vro nevez. Roet e voe dezhañ medalennoù [[Urzh ar C'hrist]] (Orden do Cristo) ha hini San Benito de Avis, ouzhpenn ar re en devoa bet e Spagn : hini ar Maoutken Aour (Toisón de Oro) ha Kroaz Veur (Gran Cruz) Carlos III.
 
En 1792 e voe disklêriet e oa kollet he spered gant e vamm-gozh Maria Iañ, e-pad un abadenn ofisiel e [[Salvaterra]]. He mab, don Joao, eontr Pedro Carlos, a zeuas da vout rejant Portugal.
Linenn 15:
 
==Brazil==
*''Lenn ar pennad: [[Treuzdoug tiegezh roueel Portugal da Vrazil]]. ''
En 1807 e voe aloubet Portugal gant soudarded c'hall [[Napoleone Buonaparte]]. D'an 29 a viz Du e tec'has Pedro hag e vamm-gozh war vourzh al lestr Príncipe Real (« priñs roueel »). Trevadenn bortugalat e oa Brazil d'an ampoent.
 
Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808. Goude-se ez ejont da chom da Rio de Janeiro. E palez San Cristovao e voe lakaet an infant, er Paço da Cidade edo ar rejant João hag an infantezed. E Brazil ne oa ar vuhez evel e Portugal, ha nebeutoc'h a orbidoù a veze graet. Setu krog an infant Pedro d'ober al lez d'e geniterv Maria Teresa Portugal, petra ma bennak ma klasked, en 1808, reiñ he dorn da [[Fernando VII]], he c'henderv [[roue Spagn]]. Soñjal a reas neuze ar voereb, harluet ha dispartiet diouzh he fried, lakaat Pedro Carlos da vezañ roue un Amerika spagnol dizalc'h diouzh ar vetropolenn aloubet gant ar C'hallaoued. Mont a reas neuze e darempred gant an amiral saoz Sidney Smith, a oa e penn al listri saoz eoriet e Rio.
 
E Mae 1810 e timezas Pedro Carlos de Borbón da [[Maria Tereza Portugal (1793-1874)|Maria Teresa Portugal]].
A-benn daou vloaz evurusted e klañvas Pedro Carlos, hag e varvas e [[Boa Vista]] d'ar 4 a viz Gouhere 1812.
 
==Bugel==
Ur mab en doe Pedro Carlos de Borbón:
* [[Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança]] (Rio de Janeiro, 1811 - Madrid 1875 ), infant Portugal ha Spagn. Perzh a gemeras e [[Brezel Kentañ Brezel ar Garlourien]], evel e vamm [[Maria Tereza Portugal (1793-1874)|Maria Teresa Portugal]], hag e [[leztad]] [[Carlos María Isidro de Borbón]] .
 
[[Rummad:Marc'heien ar Maoutken Aour]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1786]]
[[Rummad:Marvioù 1812]]
[[Rummad:Tiegezh Bourbon (Spagn)]]
[[Rummad:Infanted Portugal]]
[[Rummad:Infanted Spagn]]