Norseg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 55 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q35505 (translate me)
D Bot : mk:Старонордиски јазик zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Old norse, ca 900.PNG|right|250px|thumb|An takad ma veze komzet norseg ha yezhoù kar en [[Xvet kantved]]. Takad ''norseg ar c’hornôg'' zo livet e ruz, takad ''norseg ar reter'' zo livet en orañjez. E roz emañ takad norseg [[Gotland]] hag e gwer takad ar yezhoù germanek all.]]
 
Ur [[yezhoù germanek|yezh c’hermanek]] e oa an '''norseg'''. Kaozeet e veze e [[Skandinavia]] hag er broioù all bet aloubet gant ar [[Vikinged]], betek ar [[XIVvet kantved]].
Linenn 7:
Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e [[Danmark]] ha [[Sveden]]. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez [[Gotland]], an hini a anavezer an nebeutañ.
 
== Istor ==
Ar [[runoù]] koshañ a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh [[700]] pe war-dro.
Mare klasel an norseg a lakaer en [[XIIvet kantved|XIIvet]] ha [[XIIIvet kantved]]. D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasañ eus [[saga]]où Island, ken brudet.
Linenn 17:
Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant [[runoù|lizherennegoù runek]]. Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al [[lizherenneg latin]]. Dalc’het e voe d’ober gant ar runoù evit enskrivadurioù berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude.
 
== Emled ==
 
Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, ''norseg ar c’hornôg''. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en [[Inizi Faero]], e [[Greunland]], en Enez [[Manav|Vanav]] pe war aodoù [[Bro-Skos]]. Graet e veze gant ''norseg ar reter'' e [[Danmark]], e [[Sveden]] hag en trevadennoù savet e [[Rusia]], [[Bro-Saoz]] ha [[Normandi]]. ''Rannyezh Gotland'' a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En [[XIvet kantved]] e oa an norseg ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus [[Vinland]], en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr [[Volga]] er reter. Mont a reas da get e Rusia en [[XIIIvet kantved]].
 
== Diskennidi an norseg ==
Tamm-ha-tamm en em rannas an norseg da vont d’ober meur a yezh, ar [[yezhoù skandinavek]], evel an [[islandeg]], ar [[faeroeg]], an [[norvegeg]] (en e zoare ''nynorsk'' dreist-holl) hag an [[norneg]], ur yezh varv a veze kaozeet en [[Inizi Orc'h]] hag en [[Shetland|Inizi Shetland]] diouzh un tu, hag an [[daneg]] hag ar [[svedeg]] diouzh un tu all. Gwall levezonet eo bet an norvegeg a-hed ar c’hantvedoù gant yezhoù skandinavek ar reter.
 
Linenn 28:
Yezhoù all c’hoazh, ha ne oant ket kar d’ar yezhoù skandinavek, o deus amprestet un nebeud gerioù diganto, evel [[gouezeleg Skos]], ar [[rusianeg]] pe ar [[finneg]]. Ur ger bennak e brezhoneg, evel ''stur'' da skouer, a c’hellfe bezañ bet amprestet digant an norseg ivez.
 
== Traoù all ==
Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh [http://meta.wikimedia.org/wiki/Requests_for_new_languages#Old_Norse meta:Requests_for_new_languages].
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.hi.is/~haukurth/norse/ Old Norse for Beginners]
* [http://www.utexas.edu/cola/depts/lrc/eieol/norol-TC-X.html Old Norse Online]
 
[[Rummad:Yezhoù skandinavek]]
Linenn 41:
{{Liamm PuB|ca}}
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|mk}}