Madalen an Amour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Adlakaat rummad, skrivañ a ra e galleg ivez
Linenn 15:
| rumm =
| enorioù =
| oberennoù pennañ = Kostez ar Pemp Kroaz<br>Evned ma Liorzh<br>Bugale Kerugan
| traoù ouzhpenn =
| sinadur =
Linenn 36:
Desket he deus brezhoneg er gêr e Ploubêr rak d'ar c'houlz-se e komze an holl ar yezh-se. He fried a oa gant ar c'hoant deskiñ pell a oa, hag un dro bennak e kavas anv [[Skol Ober]] er gelaouenn. Lakaat a reas e anv met sikour en deveze ezhomm digant e wreg. Diaes e veze dezhañ deskiñ ar c'hemmadurioù ha hi a sikoure par ma c'helle dre m'he devoa desket anezhe en-bihan dre gustum hep goût dezhi. Tamm-ha-tamm e kasas poelladennoù, pennadoù diwar-benn he mamm-gozh, d'he difazierez Skol Ober, [[Ivetig an Dred-Kervella]], ur vaouez he deus graet kalzik a draoù evit ar yezh en un doare didrouz met efedus. Strollañ a reas he fennadoùigoù Ober en ul levrig ha profañ d'he breudeur ha c'hoarezed, ha se a blijas kement dezhe ma teuas c'hoant dezhi da lakaat embann anezhe da vat. [[Al Lanv]] eo a grogas e-barzh hag a embannas "E-kostez ar Pemp Kroaz".
 
Desket o deus o-daou lenn ha skrivañ brezhoneg ivez e [[Kreizenn Sevenadurel Brezhonek Lannuon]].
 
Hec'h eñvorennoù bugaleaj a voe embannet goude se. An istorioù evned a gaver e "Evned ma liorzh" a zeuas dezhi dre forzh sellet ouzh evnedigoù he liorzh, tamm-ha-tamm he skrivas anezhe. Kaset e voent da embann d'[[An Here]], met siwazh ne voe ket amzer gant an embanner d'en ober. Goude e komzas Madalen gant [[Fañch Peru]] a brometas ober war-dro ar skridoù-se. Degemer a reas [[Skol Vreizh]] ha [[Paolig Kombod]], ar rener, embann ha kavet e voe Ivet al Loued da skeudenniñ an istorioù.
Linenn 50:
* ''Kostez ar Pemp Kroaz'', Embannadurioù [[Al Lanv]], 1992. Eñvorennoù Madalen an Amour diwar-benn he mamm-gozh.
* ''Bugale Kerugan'', Embannadurioù al Lanv; 1998. Savet ganti ha Marcel Le Guillard (1931-2008). 222 p. Diverradenn : Eil lodenn ("Kostez ar Pemp Kroaz") eñvorennoù bugaleaj un Dregeriadez… Buhezskrid. ''Ur ger a-raok'', gant [[Ivetig an Dred-Kervella|Soaz an Tieg]].
**''Les enfants de Kerugan'', doare gallek troet ganti, [[An Alarc'h Embannadurioù]], 2013.
* ''Evned ma Liorzh'', [[Skol Vreizh]], 2009. 63 fajennad. Dourlivadurioù gant Yvette Le Louët. "Setu amañ 24 istor evned, pe laboused, kontet e brezhoneg flour gant Madalen an Amour : evned hon bro, annezerien pe dremenidi, deskrivet brav, o kontañ o beajoù, oc'h en em chikanañ alies, oc'h en em garout a-wechoù; hag oc'h en em lazhañ zoken! Skrivet eo bet an testennoù saourus-mañ en ur yezh pinvidik, bev ha resis gant un Dregeriadez bet desket ar yezh war barlenn he mamm; dedennet e vo gante ar vugale da gentañ, met ivez an dud vras, an holl re a gar an evned, ar re a blij dezhe ur brezhoneg yac'h. Skeudennaouet int gant 24 a zourlivadurioù, savet espres gant Yvette Le Louët."
 
Linenn 60 ⟶ 61:
{{DEFAULTSORT:Amour, Madalen an}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1931]]
[[Rummad:Skrivagnerezed Breizh]]
[[Rummad:Lennegezh vrezhonek]]
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]]