Ñico Saquito : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ñico Saquito''', pe '''Benito Antonio Fernández Ortiz''', ganet e [[Santiago de Cuba]] d'ar [[17 a viz Genver]] 1901 ha marvet e [[La Habana]] d'ar [[4 a viz Eost]] 1982, a oa ur soner eus [[Kuba]]. Anavezet eo evel gitarour en [[trova]] ha saver meur a ganaouenn brudet. <ref>Orovio, Helio 2004. ''Cuban music from A to Z, a biographical dictionary of Cuban music, artists, composers, groups and terms'', adwelet gant Sue Steward. ISBN 0822331861 Duke University, Durham NC; Tumi, [[Bath]]. p 80</ref>
 
Da 15 vloaz en doa tapet un tamm brud gant un toullad kanaouennoù ma tilezas ar [[baseball]] da gregiñ ur vuhez a d-''trovador''. Er bloavezhioù 1920 en devoa bodet un tamm laz-seniñ en-dro dezhañ, goude-se ez eas gant ar c'h-''Cuarteto Castillo'', hag er bloavezhioù 1930 edo o foetañ henchoù Cuba gant e sonerien. Goude-se e tistroas da Santiago ma savas ''[[Los Guaracheros de Oriente]]'', a sonas e kement parrez a zo e Cuba. E 1950 ez ejont betek [[Puerto Rico]] ha [[Venezuela]]. Chom a rejont er broioù estren betek war-dro 1960. Neuze e voe ret da bep hini ober e soñj: c'hoarvezet e oa [[Dispac'h Kuba]], kemeret e oa betarbet ar galloud gant [[Fidel Castro]], distreiñ pe na zistreiñ da Guba? Ñico a zistroas, ar re all ne rejont ket.<br />
Ur pennad mat eo bet o son en ostaleri vrudet [[Bodeguita del medio|La Bodeguita del Medio]], e [[La Habana]].
 
==E oberenn==
Savet en deus tonioù [[guaracha]] gant komzoù skañv, fentus peurliesañ. Met brudet bras ivez eo ar [[guajira]], ''Al vaivén de mi carreta'', ur son drist diwar-benn ar vuhezbuhez kalet ar gouerien e Cuba .
 
Lesanvet e oa ''El guarachero de Oriente'', abalamour da anv e laz-seniñ, hag ivez ''Compay Gato'' , abalamour d'ar ganaouenn ''Adios compay gato''. E 1982 e reas ur bladenn evit ar gompagnunezh ''Egrem'' gant al lazoù ''[[Cuarteto Patria]]'' hag ''El Duo Cubano''.<ref>The recordings were released, posthumously, on [[World Circuit (record label)|World Circuit]] in 1983 under the title ''Adios compay gato''.</ref> Brudet eo ''Cuidado compay gallo'', ''María Cristina'', ''Al vaivén de mi carreta'', ''Adios compay gato'' , kanet ivez gant [[Eliades Ochoa]] a ganas diwezhatoc'h el laz ''[[Cuarteto Patria]]''.
 
Adkanet eo bet e ganaouennoù brudetañ gant [[Eliades Ochoa]], ur blijadur o selaou.
 
==Notennoù==
Linenn 14 ⟶ 16:
 
==Liamm diavaez==
*[http://www.allmusic.com/artist/p43402 Nico Ñico Saquito] e-barzh Allmusic.com
*[http://www.youtube.com/watch?v=qPTAfS1bhP4 Ñico Saquito o kanañ "Maria Cristina me quiere governar"]