Lou Andreas-Salomé : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Buhez: kempennig
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Salome1914.jpg|right|150px|thumb|Lou Andreas-Salomé]]
'''Lou Andreas-Salomé''' ('''Louise von Salomé''' he gwir anv), ganet d'an [[12 C'hwevrer|12 a viz C'hwevrer]] [[1861]] ha marvet d'ar [[5 C'hwevrer|5 a viz C'hwevrer]] [[1937]] e [[Göttingen]], oa ur skrivagnerez a orin eus [[Rusia|Bro-Rusia]] troet war al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh.
 
== Buhez ==
[[file:Lou um 1877.jpg|thumb| Lou von Salomé da 16 vloaz, e 1877.]]
 
Ganet e oa e [[Sant-Petersbourg]]. Merc'h e oa da Gustav Salomé, ur jeneral rus, ur [[protestant]] a orin alaman eus ar [[broioù balt]], dezhañ hendadoù protestant gall, met an nazied a embannas diwezhatoc'h e oa ur Yuzevez finnat. He mamm oa genidik eus [[Danmark]]. Pevar breur he doa. Un deskadurezh uhel a voe roet dezhi d'ur mare ma ne veze ket skoliet uhel ar merc'hed yaouank. Abred-kenañ, e lennas oberennoù [[Immanuel Kant|Kant]] ha [[Baruch Spinoza|Spinoza]]. Diwanet eo bet e spered en un aergelc'h romantel. Diwezhatoc'h e tesachfe evezh speredoù uhelañ he c'hantved.