Gregor VII : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
E pep lec'h ma vez gwelet gantañ, e kas d'ar strad an trafik kargoù. Diskarget e vez ur bern Eskobet "breinet" gant ar Simoniezh. Mont a ra betek tagañ roue bro-C'hall, Fulup 1añ, pe duk Normandia, Gwilherm II. Beajiñ a ra er bed Kristen a-bez da ziskargañ eskobet Simoneg anezho, pe dimezet. Kreskiñ a ra ivez an niver a enebourien dezhañ moarvat![[Herri IV, impalaer roman ha german (1056–1106)]] a wele d'un doare fall ur paour-kaezh briz-aotrou pap o lakaat e fri e aferioù an Impalaeriez. E 1075, bloavez dilenn Gregor VII e voe muntret eskop Milano gant pobl ar c'hêr. Breinet betek re e oa an eskop hervez ar bobl, hag asantet e voe ar muntr gant Gregor VII. Pad all, ne voe ket asantet tamm ebet gant Herri IV, rak Milano a oa ur gêr dindan beli an Impalaeriezh, hag eñ n'oa lakaet an eskob e plas. Setu deroù ur brezel sivil e Milano, 10 bloaz padet dezhi.
 
=== '''Emgann ar galoud etre Gregor VII hag Herri IV''' ===
 
Oa ket ur bloaz e oa bet kaset Gregor VII da bap m'en devoa an impalaer war e choug. Dister e oa roll ar pap en a-raok fin an XI vet kantvet, e ne oa ket an impalaer gwall challet da ziskargañ ur pap torr-penn d'an nebeutañ. E fin ar bloavez 1075, e ansavas Gregor VII an "''Dictatus Papae''. Er c'hoñsil-mañ e voe lakaet ur galloud a-us d'ar re all (memes d(an impalaer) d'ar pab. Ur bloaz war-lerc'h, evit respont d'ar c'hoñsil-se, e galvas an Impalaer hini [[Worms]]. Diviz a reas gant eskobet Germania eskomunugañ Gregor VII eus an [[Iliz katolik roman]]. A-raok pell e voe graet ar memes tra gant Gregor VII: skarz a reas an impalaer eus korf an Iliz. Buan tre, e rankas an noblañs Germanad diviz da heuliañ unan pe egile, ha darn vrasañ anezho a choazas ar pab. Emsavadegoù e leiz a voe neuze kaset da-benn gant aotrouien an impalaeriezh Roman German a-enep d'o impalaer. E 1077, e voe Herri IV rediet da vont da belerinaj evit adkavout e galloud, a kas an eskomunugenn pouner anezhi war e gein d'an anaon. Mont a reas betek Canossa e Italia da gejañ ouzh ar pab a da skarzhañ e eskomunugenn kuit. Deuet e oa Gregor VII a-benn da lakaat den kreñvañ Kornog Europa da blegañ d'e reform. Pez e krede sur mat, met e 1080 e kasas Herri IV ur arme da lakaat seziz war Roma. Kas ar reas un eneppab, [[Klemañs II]] war gador Sant-Pêr. Dilennet voe neuze un enepimpalaer gant Gregor VII... An darvoudoù-se, diposupl anezho da gavout un diskoulm a c'hell bezañ komprennet peogwir n'e oa ket posupl d'an Impalaer kaout gallout hep anvel eskobet am Impalaeriezh. Mont a rae an eskobet dilennet gantañ da reiñ galloud dezhañ war tachennoù pec'hennet gant ar brinsed German. Ouzhpenn da-se, e teue e binvidigezh eus an tailhoù dastummet war douaroù e Eskobet. Ma n'eo ket eñ barrek ken da zilenn e eskobet dezhañ: N'en devo galloud ebet ken.