Pragmatica Sanctio (1830) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Pragmatica Sanctio''' 1830 zo ur Pragmatica Sanctio aprouet gant ar roue spagnol Fernando VII d'an 29 a viz Meurzh 1830 hag a embannas neuze Pragmatic..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D liamm diabarzh
Linenn 1:
'''Pragmatica Sanctio''' 1830 zo ur [[Pragmatica Sanctio]] aprouet gant ar [[roue spagnol]] [[Fernando VII]] d'an [[29 a viz Meurzh ]] 1830 hag a embannas neuze Pragmatica Sanctio 1789, aprouet gant Cortes ar bloavezh-hont war c'houlenn ar roue [[Carlos IV]], hogen ne c'hallas ket bezaén lakaet neuze da dalvezout dre abegoù a bolitikerezh diavaez.
 
Gant Pragmatica Sanctio 1789 e oa diskaret Auto an 10 a viz mae 1713 gant [[Fulup V (Spagn)|Felipe V]], a vire ouzh ar merc'hed da gaout kurunenn Spagn, dre berzh al [[lezenn salek]] «Ley Sálica», hag adsavet e oa doare kozh an hêrezh hervez Siete Partidas ar roue [[Alfonso X]] de Castilla, a roe tu d'ar merc'hed da ren ma n'o doa breur ebet.
 
'''Pragmatica Sanctio''' 1830 ne rae nemet displegañ perak e oa chomet kuzh lezenn embannet gant Carlos IV, hag embann skrid 1789.
 
[[Rummad:istor Spagn]]