Kentañ brezel ar garlouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kammamzeriañ: ne oa ket a gumuniezhioù emren e 1833
Linenn 26:
Goude ar Brezel Dieubiñ e voe freuzet Bonreizh [[1812]] gant Fernando, met goude an "Tribloaziad Frankizour" (''Trienio Liberal'', [[1820]]-[[1823]]) ne assavas ket an [[Inkizision]] hag e diwezh e ren ec'h asantas d'un nebeud adreizhoù evit desachañ ar frankizourien a felle dezho e vije ingalet al lezennoù hag ar c'hustumoù er rouantelezh dre derriñ ar brientoù hag al lezennoù arbennik ; diouzh o zu en em vodas ar virourien tro-dro d'e vreur Carlos.
 
==Harperien an div gostezenn==
==Emvennerien==
Maezioù ha kêrioù bihan [[Euskal Herria]] ha [[Nafarroa]] ac'h eas a-du gant Carlos, en abeg d'ar brientoù ''(fueros)'' ha gras d'ar gloer izelañ er parrezioù, eme lod eus an istorourien. Kaoz zo bet meur a wech da c'houzout hag a-du gant ar ''fueros'' e gwirionez e oa karlourien Euskal Herria, met n'eus emglev ebet war ar poent-se.
En [[Aragon]] ha [[Kumuniezh Emren Katalonia|Katalonia]] e voe gwelet evel ur chañs da adkavout o gwirioù war ar feurmoù, a oa bet kollet a-c'houde [[Brezel Hêrezh Spagn]] dre [[Dekredoù Nueva Planta|Zekredoù Nueva Planta]] ([[1707]]-[[1716]]). Forc'hellek e chomas urzhaz an Iliz, zoken pa voe un darn vras eus ar c'hloer o sevel a-du gant ar Garlourien.
 
En tu all en emvodas ar frankizourien hag ar gempennourien glouar evit harpañ María Cristina hag he merc'h Isabel. Ganto e oa reoliet ensavadurioù pennañ ar stad, an darn vrasañ eus al [[lu]] hag an holl gêrioù bras.<br />
Bro-C'hall, Portugal hag ar Rouantelezh-Unanet a roas termen d'an Teñzor ha d'an arme ; Breihveuriz a gasas ur rann-armead a-youl-vat, an ''[[Auxiliary Legion]]'' (a voe anvet ''La Legión Auxiliar Británica''), dindan gourc'hemenn ar jeneral [[Sir George De Lacy Evans|George De Lacy Evans]] tra ma oa ar ''Royal Navy'' oc'h ober gwezhiadoù kaleadur.
 
Skoazellet e voe ar rejantez gant broioù all. Portugaliz a gasas ur rannarme dindan Baron an Antas, ar C'hallaoued al Lejion Estren e [[1834]], ouzhpenn ma vezent oc'h evezhiañ an harzoù hag an aodoù spagnol.
 
==Brezel==