Jef Gedez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
liamm
Linenn 10:
Distroet eo da Vreizh-Izel e miz Gwengolo 1974. Etre 1974 ha 1995 e oa o labourat en embregerezh [[Alcatel]] [[Lannuon]].
E 1970 (kostez Pariz e oa o chom d’ar c’houlz-se), e-barzh ur sal ma oa kustum Bretoned Pariz d'en em vodañ, e oa bet dedennet gant levrioù dispaket war un daol, ha neuze en doa prenet daou anezho : ''La langue bretonne et ses combats'' gant [[Roparz Hemon]] ha ''Geotenn ar werc’hez'' gant [[Jakez Riou]]. Al levrioù-se o deus degaset c’hoant dezhañ da zeskiñ brezhoneg.
Abaoe 1995 emañ war e leve, desket en deus ar yezh da vat dre Skol Ober, dre stajoù, drezañ e-unan, dre selaou brezhonegerien ampart (kalz anezho a zo e [[Bro-Dreger]]), o selaou ar Radio ivez ([[Radio Kreiz Breizh|Radio Kreiz-Breizh]] ha [[Radio Kerne]] dreist-holl). Hag abaoe m’emañ war e leve en deus bet amzer da sevel skridoù…
 
===Oberennoù===