Lucien Laurent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Lucien Laurent''', bet ganet d'an [[10 a viz Kerzu]] [[1907]] e [[Saint-Maur-des-Fossés]] ([[Val-de-Marne]] a-vremañ) hag aet da Anaon d'an [[11 a viz Ebrel]] [[2005]] e [[Besançon]] ([[Doubs (departamant)|Doubs]]), a oa ur melldroadour etrebroadel gall.
 
Goude bezañ kroget e vicher evel amatour er c'hleuboù CAKA Pariz ([[1921]]-[[1930]]) ha [[Football Club Sochaux-Montbéliard|FK Sochaux]] (1930-[[1932]]) e tibabas mont da c'hoarier a vicher. :
* 1932-[[1933]] : Kleub gall,
* 1933-[[1934]] : KA Pariz,
* 1934-[[1935]] : FK Mülhausen,
* 1935-[[1936]] : FK Sochaux,
* 1936-[[1937]] : [[Stade rennais football club|Stade Rennais UC]],
* 1937-[[1939]] : [[Racing Club de Strasbourg|RK Straßburg]],
* 1943-[[1946]] : RCFC Besançon.
 
Chomet e oa brudet-kaer o vezañ ma oa gantañ e oa bet plantet kentañ pal kentañ [[Kib vell-droad ar bed]] : kement-mañ a c'hoarvezas d'an [[13 a viz Gouere]] [[1930]] e [[Montevideo]] ([[Uruguay]]), da-geñver ar c'hrogad a voe gounezet (4-1) gant skipailh [[Bro-C'hall]] ouzh hini [[Mec'hiko]].