Diforc'hioù etre adstummoù "Kazetennerezh"
12 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Pennadoù_a_ra_diouer_d%27ar_Wiki-ma...")
'''Kazetennerezh''' a reer eus un hentenn enklask hag ur stumm danevellañ eo o fal seveniñ ur garg a wazerezh foran dre zastum, gwiriañ, lec'hiañ er c'hemperzh, urzhasaat, dielfennañ, skridaozañ ha skignañ [[keleier]] ha ditouroù arall a-zoare. Arabat eo droukveskañ "kazetennerezh" ha "[[kehenterezh]]" eta.
Dre ma 'z eo deuet pouezus perzh ar c'hazetennerezh e meur a [[kevredigezh|gevredigezh]] ez eus bet aozet un [[dleadouriezh]] vicherel a c'hoarvez eus reolennoù hag eus deverioù [[divezelezh|divezel]] a-bennevit heñchañ ar gazetennerion en o labour. Gant [[sindikad|c'hweluniadoù]] e vez embannet ar reolennoù-se – er broioù ma c'haller en ober, rak unan eus ar reolennoù diazez eo e vefe ar c'hazetennerezh dizalc'h diouzh pep galloud [[politikerezh|politikel]] hag [[armerzh]]el.<ref name="SNJ">[http://www.snj.fr/IMG/pdf/Charte2011-SNJ.pdf ''Syndicat national des journalistes''] {{fr}}</ref><ref> Tony Harcup (2009), ''Journalism – Principles and Practice'', Sage Publications, ISBN 978-1-84787-250-0 {{en}}</ref> Disheñvel-krenn ivez diouzh an [[bruderezh|daranverezh]] eo ar c'hazetennerezh.
Dre skridoù war [[paper|baper]], dre gomz er [[skingomz]] hag er [[skinwel]] e vez skignet disoc'hoù ar c'hazetennerezh, ha dre zoareoù [[elektronik|elektronek]] ivez abaoe un nebeud bloavezhioù. Abalamour da ziorroadur an [[Internet]] hag al [[luc'hskeudennerezh]] niverel ez eus dre ar bed kazetennerion n'int ket tud a vicher, a reer "kazetennerion geodedour" anezho alies : gouest eo an dud-se da skignañ skridoù ha skeudennoù hep tremen dre ar ''[[media]]'' ensavadel.<ref name="AMGP">[http://amgp.skamp.eu.org/ ''Alternative Media Global Project''] {{en}}</ref>
Etre ar {{XVvet kantved}} hag ar {{XVIIvet kantved}} e voe moullet mareadegoù titlet na lakaer ket e rann ar c'hazetennoù abalamour ma vezent skignet nemet e metoù ar pennadurezhioù.
Tamm-ha-tamm e voe reoliekoc'h an embann, deiziadet ha niverennet e voe ar c'hannadigoù, ha fonnusaet e voe o danvez kazetennel.
E [[1556]] e voe embannet ar mizieg kentañ, e [[Venezia]], hag e [[1605]] ar [[sizhunieg]] kentañ, e [[Straßburg|Strossburi]].
E [[Leipzig]] e voe krouet ar [[pemdezieg]] kentañ e[[1650]].<ref name="UKF">[https://sites.google.com/site/ukfmediafr/home/histoire-de-la-presse/les-premieres-formes-de-la-presse ''Univerzita Konštantína Filozofa v Nitre'' {{fr}}</ref>
E deroù an {{XVIIIvet kantved}} e oa ar c'hazetennoù an doare boutinañ da embann keleier a-dreuz Europa. Sizhuniegoù peder fajenn enno e oant peurliesañ, a embanne keleier berr a denne d'ar [[politikerezh]] ha d'an darvoudoù [[lu|milourel]].
Gant pennadurezhioù ar Stadoù e vezent embannet peurliesañ, hag alies e veze miret ouzh ar c'hazetennerezh prevez da greskiñ. Dre harp ha stourm ar pobloù avat e teuas [[frankiz ar wask]] a-benn d'en em staliañ, daoust dezhi bout mouget a-vareadoù e Stad pe Stad gant galloudoù politikel [[Hollveliouriezh|hollveliour]].
E [[1835]] e voe diazezet e [[ParisPariz]] ar stal-gelaouiñ gentañ, an ''Agence Havas'', gant ar Gall Charles-Louis Havas ; diwezhatoc'h, e [[1944]], e voe kemmet hec'h anv en ''[[Agence France-Presse]]'' gant ar [[Rezistañs]].
Adal dibenn an {{XIXvet kantved}} e teuas ar c'hazetennerezh da vout ur [[greanterezh]] en em strewas er bed a-bezh. Pouezusoc'h-pouezusañ e teuas an elfennoù armerzhel e ganedigezh, tuadur ha diorroadur ar c'hazetennoù.
En {{XXvet kantved}} ez eas da get trec'hded ar c'hazetennerezh skrivet a-c'houde diorroadur ar [[sinema]], ar [[skingomz]] hag ar [[skinwel]].
Hiziv an deiz e tro ar c'hazetennerezh skivet war-du an [[Internet]], diwar diaesterioù arc'hantel peurgetket.
== Politikerezh ha kazetennerezh ==
[[Restr:Le Peuple breton (newspaper) old version.jpg|200px|left|''Le Peuple breton'']]
Adalek ganedigezh ar vicher e voe diforc'hioù etre ar c'hazetennerezh europat hag an hini [[Stadoù-Unanet Amerika|amerikan]].
En Europa e voe krouet ar c'hazetennoù kentañ a-bennevit levezoniñ soñjoù politikel al lennerion : gant strolladoù politikel pe rannoù anezho e voent krouet peurliesañ ; "kazetennerezh politikel" a reer eus kement-se.
Disheñvel e voe an traoù e Stadoù-Unanet Amerika, ma voe "kazetennerezh ar c'helaouiñ" o ren adalek ar penn kentañ, a-hed ar [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika|Brezel diabarzh]] da skouer. E dibenn an XIXvet kantved, kent donedigezh ar c'hazetennoù poblek anvet ''tabloïds'', e oa ar c'hazetennerezh ur [[kenwerzh|c'henwerzh]] evit perc'henned an titloù, koulz hag un arm galloudus etre daouarn ar [[gouarnamant]]où ha re ar gronnoù armerzhel.
69 803
modifications