Elizabeth Siddal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 11 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q465000 (translate me)
Kempenn
Linenn 13:
Elizabeth Eleanor Siddall, anvet diwar-lerc'h he mamm, pe “Lizzie” Siddall, a oa ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1829, e ti he zud, 7 Charles Street, Hatton Garden. He zad e oa Charles Crooke Siddall, a lavare bezañ mab da noblañsed, hag he mamm e oa Eleanor Evans, a oa kembreat hec'h anv-tiegezh. Ne oant ket tud paour, hag he zad a oa e penn ur gompagnunezh ober kontilli.
 
War-dro 1831 ez eas an tiegezh Siddall da chom da Southwark, e kreisteiz kêr Londrez, ul lec'h lousoc'h eget Hatton Garden. E Southwark e voe ganet breudeur ha c'hoarezed Lizzie Sidall: Lydia, mignonez dezhi, Mary, Clara, James ha Henry. N'ouzer ket ha mont a reas Lizzie SiddalldSiddall d'ar skol met lenn ha skrivañ a ouie, kelennet gant he zud marteze. Abred e tizoloas ar varzhoniezh goude kavout ur varzhoneg gant [[Alfred Tennyson]] war un tamm kazetenn lakaet da bakañ amann; diwar se e teuas c'hoant dezhi da skrivañ .
 
== Daveoù ==