Gwilherm Berthou-Kerverzhiou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Bodañ amañ danvez 2 bennad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
 
==Buhez==
Mab e oa d'ur c'habiten a vor eus Pempoull. Mont a reas d'ar skol-vihan e Pempoull, d'al lise e [[Sant-Brieg]]. Tremen a reas e vachelouriezh war ar skiantoù hag al lizhiri e 1925 ha 1926. Mont a reas neuze d'ar skol-veur e Roazhon, ha dont a reas da vezañ ijinour-strilhour e 1929. Er memes bloaz e voe ijinour e [[Antr|Goueled-Antr]] ([[Bro-Naoned]]). Goude-se e voe o chom e Saint-Chamas[[Sanch Amàs]] er [[Provañs]], hag e [[Brest]] (er Vilin Wenn), e 1931. Heskinet e voe gant ar polis e 1932 abalamour da darzhadenn Roazhon (pa oa bet lakaet da bulluc'hañ an delwenn ma veze diskouezet Breizh daoulinet dirak ar Frañs). Tamallet e voe dezhañ bezañ kenlabouret da sevel ar poultr. War-lerc'h ez eas da [[Marselha|Varselha]], ha distreiñ da [[Landreger]] e 1935.
 
Adalek 1939 e voe kelenner war ar strilhouriezh hag an naturoniezh e skolaj Itron Varia ar Wir Sikour e Brest. Sekretour ''[[Gwalarn]]'' e voe neuze, koulz ha merour ''[[Arvor]]'', ha skrivagner e-barzh ''[[L'Heure Bretonne]]'' (kronikenn "ar yezh hag ar vro".