Pickles (ki) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Gounezet e oa bet ar genstrivadeg gant skipailh [[Brazil]] e [[Chile]] e [[1962]] : diskouezet e oa an trofe anezhi – ar Gib Jules Rimet – e [[Central Hall Westminster]], e kreizig-kreiz [[Londrez]]. Aze e oa bet dalc'het un diskouezadeg timbroù ken dibaot ha prizius an eil hag egile hag un ofis relijiel a-raok digeriñ ar sal d'ar weladennerien. Eviti da vezañ gwarezet gant pemp gward e oa bet laeret ar gib d'ar Sul [[20 a viz Meurzh]] 1966 d'abardaez gant un den dianav. Gant ur paotr anvet « ''Jackson'' » e oa bet goulennet un daspren a 15 000 ₤ dre ur bellgomzadenn kaset da [[Joe Mears]], prezidant ar Football Assocation, kenkent hag an deiz war-lerc'h. Tapet e oa bet « ''Jackson'' » a-benn ar fin, [[Edward Betchley]] diouzh e anv gwir, ne oa nemet un torfedour dister c'hoant gantañ d'ober e vad eus ar saviad.
 
Seizh devezh diwezhatoc'h, d'ar Sul [[27 a viz Meurzh]] enta, e voe adkavet an trofe gant '''Pickles''', hag eñ oc'h ober un dro-vale gant e vestr [[David Corbett]] e [[South Norwood]], ur c'harter er gevred da Londrez. Paket gant sifelennoù e oa e-barzh ur gazetenn gozh e-harz garzh ul liorzh. Raktal e voe kaset ar gib gantañ da gomiserdi [[Gypsy Hill]]. Ha disammet aozerien [[Kib vell-droad ar bed]] war un dro.
 
Ne voe ket kavet al laer. Diskrediñ a rejod war mestr '''Pickles''' e-pad ur pennad amzer kent reiñ ur gopr a 6 000 £ dezhañ. Ar pezh a lakaas kaol e soubenn ar martolod yaouank a oa o labourat war ur gobar eus an [[Tavoez]] d'ar mare-se. Pa'z eas ar maout gant An Tri Leon a-barzh fin ar gont e voe pedet Corbett ha '''Pickles''' da lidañ trec'h (kentañ ha... diwezhañ) skipailh Bro Saoz.
 
Mervel a reas ar c'hi '''Pickles''' e [[1967]], taget gant e lêrenn tra m'edo oc'h ober ar pezh a vez graet gant holl chas ar bed : redek war-lerc'h ur c'hazh. Gwelout a c'haller e rollenn en [[National Football Museum]] e [[Manchester]].
 
C'hoari a reas '''Pickles''' an aktour er film breizhveuriat ''[[The Spy with a Cold Nose]]'' sevenet gant ar filmaozour kanadian [[Daniel Petrie]] e 1966.
D'an [[3 a viz Mezheven]] [[2006]] e oa deuet er-maez ur film evit ar skinvel, ''[[Pickles: The Dog Who Won the World Cup]]'' an titl anezhañ, bet savet gant ar filmaozour breizhveuriat [[Gavin Millar]] : ennañ ez eo roet mouezh da b'''Pickles''' gant an aktour saoz [[Harry Enfield]].