Pickles (ki) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Seizh devezh diwezhatoc'h, d'ar Sul [[27 a viz Meurzh]] enta, e voe adkavet an trofe gant '''Pickles''', hag eñ oc'h ober un dro-vale gant e vestr [[David Corbett]] e [[South Norwood]], ur c'harter er gevred da Londrez. Paket gant sifelennoù e oa e-barzh ur gazetenn gozh e-harz garzh ul liorzh. Raktal e voe kaset ar gib gantañ da gomiserdi [[Gypsy Hill]]. Ha disammet aozerien [[Kib vell-droad ar bed]] war un dro.
 
Ne voe ket kavet al laer. Diskrediñ a rejod war mestr '''Pickles''' e-pad ur pennad amzer kent reiñ ur gopr a 6 000 £ dezhañ. Ar pezh a lakaas kaol e soubenn ar martolod yaouank a oa o labourat war ur gobar eus an [[Tavoez]] d'ar mare-se. Pa'z eas ar maout gant An Tri Leon a-barzh fin ar gont e voe pedet Corbett ha '''Pickles''' da friko-lidañ trec'h (kentañ ha... diwezhañ) skipailh Bro Saoz. War a lavarer e oa bet aotreet ar c'hi da beurlipat asied e vestr...
 
Mervel a reas ar c'hi '''Pickles''' e [[1967]], taget gant e lêrenn tra m'edo oc'h ober ar pezh a vez graet gant holl chas ar bed : redek war-lerc'h ur c'hazh. Gwelout a c'haller e rollenn en [[National Football Museum]] e [[Manchester]].