Conidae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kregiñ ganti, skeudennet ha liammet
 
ouzhpennet testenn
Linenn 11:
 
'''''Conidae''''' a zo ur [[kerentiad|c'herentiad]] [[blotviled]] hag a vez graet "[[Conidae|Koned]]" anezho abalamour d'o stumm. E yezhoù all e vez graet anezho d'un doare heñvel Conidi (it), Cones (fr), Cónidos (kastilhaneg), Kegelschnecken (al), Kegelslakken (flandreg) pe zoken Cones snails (en).
 
== Taksonomiezh ==
Savet eo bet anv ar c'herentiad diwar anv ar genad tip [[Conus]] mui dibenn ar c'herentiadoù -idae. Diskrivet eo bet e 1822 gant [[Fleming]].
 
== Bevoniezh ==
 
Blotviled gant ur grogenn e stumm ur c'hon bihan pe bras a-walc'h hag a bep seurt livioù ha tresadennoù eo ar c'honed. Al loened bev a c'holo ul lodenn pe ar grogenn a-bezh gant un danvez ''peristracum''. Kigdebrerien ha lazherien loened int a-drugarez d'o [[radula]] treuzfurmet en ur [[harpon]] organ da chaseal.
 
Bevañ a reont en holl vorioù tomm pe klouar etre live an izel-vor ha donderioù bras (300-400 m).
 
== Dastumadegoù ==
 
Kregin ar c'honidae a zo e-touesk ar re a vez kavet ar muiañ e dastumadegoù an dud abalamour d'o bravantez pad al e c'hell bezañ danjerus dastum anezho bev peogwir ar neurotoksin a zo er venin a vez produet gant lod anezho a c'hell bezañ kreñv a-walc'h evit lazhañ un den. Ar spesadoù [[Conus geographus]], [[Conus aulicus]], [[Conus textile]], [[Conus marmoreus]] a vez kavet er morioù tomm a implij ur poeson a stank keginnoù skevent an dud a c'hell mervel dindan nebeutoc'h eget 2 eurvezh.
 
 
Ar c'hregin a c'hell bezañ gwerzhet ha prennet er broioù ma vezont dastumet, er stalioù produioù evit an douristed met ivez e stalioù arbenikaet a werzh evit lod war ar rouedad internet. Prizioù ar c'hregin a vez savet hervez ment (a-wechoù) met dreist-holl hervez ar spesadoù ma z'eo ral pe get ar c'hregin (pezh a c'hell cheñch hervez ar mareoù), hag hervez ma z'eo brav, disi ar c'hregin pe gant ur si pe muioc'h. Ar prizioù a c'hell mont neuze eus nebeut santimoù euro betek miliadoù a euroioù evit kregin ral (n'eo ket anavezet o lec'h bevañ pe e vevont en ul lec'h bihan (un enezenn, un aod nemetken) ha don. Lod eus ar spesadoù n'int ket anavezet bev ha n'int dastumet nemet er morioù don gant rouedoù pe ravanelloù. Lod eus an dastumaderien a glask zoken kregin gant sioù ispisial freak, , bras Giant, korr Dwarf pe stummoù ispisial ral-tre.
 
==Genadoù==