Kib vell-droad ar bed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kendalc'h
Linenn 6:
 
=== Orin ar gevezadeg ===
Ar soñj da aozañ ar gevezadeg Kib ar bed a zo deuet kerkent ha lakaet [[Kevread Etrebroadel ar Vell-droad]] (KEME) en e sav e [[1904]]. E [[1906]] eo raktreset aozañ ar gevezadeg kentañ e [[Suis]], gant pevar rumm, pevar skipailh e pep hini anezho, evit an dro gentañ. Met pa oa bet anv da glozañ an enskrivadurioù gant an holl skipailhoù bet pedet da zont, d'an [[31 Eost|31 a viz Eost]] [[1905]], n'eus bet kevread ebet evit kadarnaat hag e oa bet nullet ar raktres. E 1908 e sav [[KEME]] un tournamant mell-droad olimpek hag e klask lakaat anezhañ da vezañ anvet evel kampionad mell-droad amatour ar bed. Kadarnaet eo ar meno-se e [[1914]] da geñver kendalc'h KEME. Met chom a ra sac'het an intrudu abalamour d'ar [[Brezel brezel-Bed kentañ]]. Goude ar Brezel Bras e cheñch KEME hehec'h emzalc'h. Adal m'eo dilennet [[Jules Rimet]] e penn KEME e stourm evit ma ne vefe ket anvet an tournamant olimpek da gampionad mell-droad amatour hag evit ma vo krouet ur gevezadeg etrebroadel nevez. A-benn ar fin eo savet KEME a-du gant ar raktres Kib ar bed d'an [[28 Mae|28 a viz Mae]] [[1928]] : 25 mouezh a-du, 5 a-enep (Ar [[Skandinavia|broioù Skandinaviat]]) hag unan neptu ([[Alamagn]]).<ref>Victor Sinet, ''La Coupe du Monde oubliée'', Saint-Cyr-sur-Loire, Alan Sutton, 2002, p. 17-20</ref>
 
Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed da [[Uruguay]] d'an [[18 Mae|18 a viz Mae]] [[1929]] da geñver kendalc'h KEME [[1929]] e [[Barcelona]]. Dre ma koust kaer-ruz mont da [[Uruguay]], n'eus ken nemet pevar skipailh evit mont di [[1930]]<ref>[http://fifaworldcup.yahoo.com/releases/fr/fwc_origin_fr.pdf Deroù Kib ar bed]</ref> : hini [[Frañs]], hini [[Belgia]], hini [[Yougoslavia]] hag hini [[Roumania]]. Dav eo da [[Jules Rimet]] ober tro Frañs memes, evit kendrec'hiñ pennoù-bras ar melestradurezh, ar c'hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc'het gant ar skipailh e koulz. Dont a ra a-benn un toullad a c'hoarierien da ziskrog eus o labour evit daou viz, ar pezh n'hall ket ober ar gourdoner [[Gaston Barreau]]. Evit enoriñ stourm prezidant KEME eo "Kib Jules Rimet" anv an trofe a vez da c'hounid etre [[1930]] ha [[1970]].
 
Dibabet e vez lakaat ar gevezadeg nevez bep pevar bloaz, etre pep krogad [[C'hoarioù Olimpek]]. E deroù Kib ar bed e veze an hevelep skipailhoù o kenstrivañ an eil a-enep egile da geñver ar C'hoarioù Olimpek, amatourien ma oant holl. Hiriz an deiz eo gwell evit skipailhoù [[Europa]], dre ma vez aozet Kib ar bed a bep eil gant [[Kampionad mell-droad Europa ar Broadoù]], ar pezh ned eo ket heñvel evit ar skripailhoù afrikan a genstriv evit [[Kib Afrika ar Broadoù]] bep daou vloaz, memes pa vez eus Kib ar Bed.
 
 
=== Emdroadur ar gevezadeg ===