Kastell Conwy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Savet e voe etre [[1283]] ha [[1289]], e-pad eil brezelekadenn ar roue saoz [[Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)|Edouarzh Kentañ]] e hanternoz Kembre. Kemer a reas lec'h ur c'hastell koshoc'h, [[Kastell Deganwy]], savet gant ar roue [[Herri III (Bro-Saoz)|Herri III]], war un dorgenn e-kichen kêr Conwy, hag a oa bet freuzet gant [[Llywelyn ap Gruffudd]] e 1263.
 
Savet e voe ar c'hastell gant 1 500 a dud, darbarerien ha benerien vein, renet gant [[James of St. George]]. Ur sammad a 15 000 lur sterling a voe dispignet evit sevel ar c'hastell ha mogerioù-difenn Conwy, ar pezh a voe ar sammad brasañ dispignet gant Edouarzh Iañ evit ur c'hastell e Kembre etre 1277 ha 1304.
 
Savet e voe kastell Conwy war ar roc'h, evel [[Kastell Caernarfon]], war un dorgennig en aber ar stêr [[Conwy (stêr)|Conwy]]. Savet e voe ar c'hastell war rivinoù [[Abati Aberconwy||abati kozh Aberconwy]] ha savet e voe mogerioù tro-dro d'ar gêr da zifenn ar Saozon a oa nevez-annezet enni diouzh Kembreiz an trowardroioù.