Giulio d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Giulio d'Este''' (1478-1561) a oa mab bastard da [[Ercole Iañ d'Este]], [[dug Ferrara]], ha da Isabella Arduino, [[dimezell a enor]] gant [[Eleonora di Napoli]], pried Ercole.
E vreur henañ [[Alfonso II d'Este]] a renas e [[Ferrara]] goude marv o zad e 1505.
Hantervreudeur all en doa Giulio, met gant e hantervreur [[Ippolito d'Este]], [[kardinal]], ne oa ket evit en em ober tamm ebet.
 
==Skrapadenn==
Etre ar vreudeur Este e savas [[tabut]] diwar-benn ur soner, Don Rainaldo. Hennezh a servije [[Giulio d'Este]], bastard da Ercole Iañ, met fellout a rae d'ar c'hardinal Ippolito d'Este, mab d'an dug hervez al lezenn, e gaout evit e chapel. <br />
Ippolito, war-dro dibenn 1504, a deuas da Ferrara abalamour ma oa manet klañv o zad, a skrapas Rainaldo hag a gasas anezhañ da [[Rocca del Gesso]], ur c'hreñvlec'h a oa da [[Giovanni Boiardo]], kont [[Scandiano]]. E miz Mae 1505 e ouias Giulio pelec'h e oa kuzhet an denar soner, hag a-gevret gant e [[hantervreur]] [[Ferrante d'Este]], ha tud armet d'o heul, ec'h eas da adkemer ar sonerpaotr yaouank. Ippolito avat, a oa harp divrall e vreur henañ Alfonso, an dug, ac'h eas da glemm ouzh Alfonso diwar-benn an taol-se hag Alfonso da harluiñ an daou vreur: Ferrante da gêr [[Modena]], ha Giulio da gêr [[Brescello]].<ref name=sb />
Pe Lucrezia, pe [[Isabella d'Este]] hag he fried [[Francesco II Gonzaga]] a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur en taol-mañ.<ref name=sb />
 
Pe Lucrezia, pe [[Isabella d'Este]] hag he fried [[Francesco II Gonzaga]] a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur.<ref name=sb />
 
==Irienn==
IriennañE a1506 rease steuas [[Giulio d'Este]] un irienn, adarre gant e [[hantervreur]] [[Ferrante d'Este]] e 1506, a-enep o breur henañ, an dug [[Alfonso Iañ d'Este]]. Meur a wech e klaskjont e lazhañ, met kazeg a rejont bep taol. Diskuliet e voe an irienn gant o breur kardinal, [[Ippolito d'Este]].
 
Bac'het e voe Ferrante war urzh e vreur Alfonso e 1506, ha chom a reas en toull betek e varv, 34 bloaz goude, da 63 bloaz. Gwech ebet ne deuas den d'e welout. Giulio avat a voe dieubet gant e niz [[Alfonso II d'Este]] goude 53 bloavezh er vac'h .