Giulio d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
D'an 3 a viz Du 1505, edo Giulio o tistreiñ eus ur veaj en devoa graet da Belriguardo, pa voe gronnet gant servijourien da Ippolito, en devoa lavaret dezho lazhañ e hantervreur ha dilagadiñ anezhañ. E-unan edo Giulio, ne oa ket evit en em zifenn, met ne voe ket lazhet. Bazhataet e voe avat, gloazet, ha kontellataet e zaoulagad. Ne gollas nemet ul lagad koulskoude. Ippolito e-keit-se en doa hastet brudañ un istor all, ha dont a reas a-benn da bellaat ar c'hastiz diwar e gein.
 
E miz Kerzu e kredas Alfonso e oa deuet a-benn da lakaat ar peoc'h da ren etre an daou vreur.
 
 
==An irienn==
E 1506 e steuas [[Giulio d'Este]] un irienn, adarre gant e hantervreur [[Ferrante d'Este]], a-enep o breur henañ, an dug [[Alfonso Iañ d'Este]]. Meur a wech e klaskjont e lazhañ, met kazeg a rejont bep taol. Diskuliet e voe an irienn gant o breur kardinal, [[Ippolito d'Este]].