Giulio d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
Tabut a savas adarre etre Giulio hag Ippolito, diwar-benn ur vaouez en dro-mañ.
 
Lucrezia, preiedpried an dug Alfonso, he devoa ur geniterv, [[Angela Borgia]], hag a blije d'an daou vreur, nemet da Giulio eo e oa douget. Ar C'hardinal Ippolito a rae al lez d'ar goantenn hag a glevas anezhi o lavarout dezhañ un deiz: "Monsignore, daoulagad ho preur Giulio a dalv muioc'h egedoc'h penn-kil-ha-troad ...". Dirollañ a reas ar cr'hardinal gant ar gonnar.
 
D'an 3 a viz Du 1505, edo Giulio o tistreiñ eus ur veaj en devoa graet da Belriguardo, pa voe gronnet gant servijourien da Ippolito, en devoa lavaret dezho lazhañ e hantervreur ha dilagadiñ anezhañ. E-unan edo Giulio, ne oa ket evit en em zifenn, met ne voe ket lazhet. Bazhataet e voe avat, gloazet, ha kontellataet e zaoulagad. Ne gollas nemet ul lagad koulskoude. Ippolito e-keit-se en doa hastet brudañ un istor all, ha dont a reas a-benn da bellaat ar c'hastiz diwar e gein.