Eujen ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ganedigezh
Linenn 1:
'''Eujen ar Rouz''', [[(''Eugène le Roux]],'' peen [[ti-kêr), "Evnig Penn-ar-C'hoad]]" e anv skrivagner, a zo un [[Treger|Tregeriad]] anezhañ, brudet e ganaouennoù hag e bezhioù-choari.
==Buhez==
Ganet eo bet Eugène Le Roux ed'an [[9 a viz Gwengolo]] [[1893]] e [[Peurid-ar-Roc'h]]. Goude-se e kemeras an anv-barzh « Evnig Penn-ar-C'hoad », anv al lec'h e-lec'h ma oa o chom hag a zo anvet « Le Chef du Bois » war banelloù-hent [[Peurid-ar-Roc'h]] ! Pa oa bugel c'hoazh e kemeras perzh e gouelioù kentañ [[Bleun-Brug|Bleuñ Brug]] hag a oa aozet gant kure yaouank [[Sant-Nouga]], [[Yann-Vari Perrot]], e [[maner Keryann]], e [[Bro-Leon]]. Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari. Dont a rae brud dezhañ amañ hag ahont e Bro-Dreger dre ma kemere perzh e gouelioù a bep seurt. Ezel e oa eus [[Breuriezh ar Brezhoneg]], ha skrivañ a rae e kelaouennoù evel "[[Arvorig]]".
 
E [[1922]], ez eas Evnig Penn-ar-C'hoad da Bariz da labourat e Ministrerezh an Arc'hantaerezh hag an dra-se a reas e-pad dek vloaz. Evnig a oa d'ar c'houlz-se ezel eus Kelc'h Keltiek Pariz ha barner er c'henstrivadegoù displegañ ha kanañ e brezhoneg hag a veze dalc'het bep bloaz eno. Distroet e oa da Vreizh e [[1933]] rak anvet e oa bet da dailhanter da [[Rosko]].
Linenn 10:
 
Marvet ha douaret eo bet e [[Plougouskant]] d'an [[19 a viz Ebrel]] [[1976]].
 
==Skrivagner==
Skrivañ a rae p'en deveze un tamm amzer. Kemer a reas perzh e kenstrivadegoù ar Bleuñ-Brug ha goude gounit meur a briz e voe embannet e sonioù da c'houde e [[Feiz ha Breiz]] hag e [[Breiz]], krouet e [[1927]] ha renet gant e vignon [[Erwan ar Moal]].
 
==Oberennoù==
** Meur a ganaouenn a zo brudet en deiz a hiziv c'hoazh, dreist-holl e [[Bro-Dreger]]. Menegomp :