Alan Heusaff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Alan Heusaff, pe Alan Heussaff''' (23 a viz Gouere 1921, [[Sant-Ivi]], Kernev – 3 a viz Du 1999, [[An Spidéal]], [[Gaillimh]]) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar C'hevre Keltiek [[Kevre Keltiek]] e 1961, hag arha sekretour meur anezhañan aozadur e voe betek 1984.
 
==Ar C'hevre Keltiek==
Sellet e vez krouidigezh ar C'hevre Keltiek evel unan eus oberoù meur Alan Heussaff. Diwan a reas spered an hollgeltiegezh arnevez, hini ar c'henlabour etre ar c'hwec'h broad kelt a-vremañ (Iwerzhon, Manav, Skos, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) diwar soñjoù ar barzh [[Charlez a Vro-C'hall]] (1837–1880) da gentañ, anezhañ ur barzh brezhoneger en doa embannet e vennozhioù el levr ''Les Celtes au XIXe siécle'' (''Ar Gelted en XIXvet kantved'') e 1864. Krouet e voe ar C'hevre da geñver un emvod eus an Eisteddfod e [[Rhos]], nepell eus [[Llangollen]], e hanternoz Kembre e 1961.
 
Palioù pennañ an aozadur a oa: broudañ ar c'henlabour etre emsavioù broadel ar broioù keltiek, dreist-holl en o strivoù da vezañ anavezet er bed a-bezh, ha lakaat anezho da lodañ o skiant-prenet diwar-benn ar stourm ha mennozhioù talvoudus all.
 
Dilennet e voe Heusaff da sekretour meur, ha derc'hel a reas e garg etre 1984 ha 1985, tra ma voe dilennet [[Gwynfor Evans]], prezidant [[Plaid Cymru]], hag a oa da vezañ kannad kentañ Plaid Cymru e Parlamant Breizh-Veur, da brezidant. Da deñzorer e voe dilennet an Dr [[Noelle Davis]]. Skignet e oa mennozhioù ar C'hevre en ur gelaouenn anvet ''[[Celtic Voice]]''. Da vare an eil emvoda, d'an 30 a viz Gwengolo 1962, e oa ur skourr eus ar C'hevre e pep bro geltiek, koulz hag e Londrez.