Alan Heusaff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
 
Dilennet e voe Heusaff da sekretour meur, ha derc'hel a reas e garg etre 1984 ha 1985, tra ma voe dilennet [[Gwynfor Evans]], prezidant [[Plaid Cymru]], hag a oa da vezañ kannad kentañ Plaid Cymru e Parlamant Breizh-Veur, da brezidant. Da deñzorer e voe dilennet an Dr [[Noelle Davis]]. Skignet e oa mennozhioù ar C'hevre en ur gelaouenn anvet ''[[Celtic Voice]]''. Da vare an eil emvod, d'an 30 a viz Gwengolo 1962, e oa ur skourr eus ar C'hevre e pep bro geltiek, koulz hag e Londrez.
 
==Emsaver evit an iwerzhoneg==
Heusaff hag e wreg, Bríd Ní Dhochartaigh, a oa izili eus [[Conradh na Gaeilge]] ha kemer perzh a raent e [[Na Teaghlaigh Ghaelacha]], un aozadur evit an tiegezhioù iwerzhoneger. Kemer a reas Heusaff perzh e stourmoù evit an iwerzhoneg evel [[Cearta Sibhialta na Gaeltachta]], hag an hini kentañ e voe o nac'h paeañ tailhoù ar skinwel abalamour ma oa re zister an abadennoù iwerzhonek e chadennoù [[Raidió Teilifís Éireann]] (RTÉ). Da heul ar stourm-mañ e voe savet ar chadenn skinwel Teilifís na Gaeilge (bremañ [[TG4]]) e 1996.
 
 
==Yezhoniour breizhat==
Tra ma oa o stourm taer evit yezh ha sevenadur e vro nevez, n'en doa Heusaff morse paouezet da vroudañ ar [[brezhoneg]], ha da stourm evit dizalc'hiezh Breizh. Kentelioù brezhoneg a roe e-pad e amzer vak e [[Dulenn]], ha dont a reas da vezañ ur c'hazetenner strujus er gazetenn ''[[Argoad]]'', dezhi un doare saoznek anvet ''[[Breton News]]'', savet e 1959. Kenlabourat a reas ivez gant kelaouennoù brezhonek e Breizh, evel ''[[Hor Yezh]]'', ''[[Galva]]'', ''[[Breman]]'', ''[[Gwalarn]]'', ''[[Arvor]]'', ''[[Ar Bed Keltiek]]'', ''[[An Amzer]]'' hag ''[[Al Liamm]]''. Embannet e voe ar geriadur hollvrezhonek kentañ, ''[[Geriadur Brezhoneg]]'', gant [[An Here]] e 1995, a-drugarez da genlabour Heusaff peurgetket. Embann a reas Heusaff e-unan ur geriadur eus e rannyezh dezhañ: ''Geriaoueg Sant Ivi''.
 
{{DEFAULTSORT:Heusaff, Alan}}