Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 63:
: Salud dit, Y-M D. Ar pajennoù a grog o anvioù gant "Module:" n'int ket pennadoù met programoù Lua. N'eo ket bet lakaet anv an esaouenn nevez-se e brezhoneg c'hoazh ha betek-henn eo chomet e saozneg. Boulc'het e oa bet ur gaoz en [[Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 11, bloaz 2013#Treiñ patromoù luziet da Lua evit o lakaat da vezañ buanoc'h ha galloudusoc'h|davarn]] war an anv da zibab e brezhoneg ha tri c'hinnig a oa bet graet : Modul ; Modulenn ha Moll. Mat e vefe dibab ha brezhonekaat anv an esaouenn. A galon, --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 9 Mae 2014 da 08:50 (UTC)
::Sell 'ta c'hwitet am boa war ar gaozeadenn-se. Komprenet am boa e oa disheñvel ouzh pennadoù, met ar pezh a felle din lavaout eo e vefe gwelloc'h ober mat an traoù adalek an deroù, aesoc'h 'vo. Hervez am eus kavet eo bet troet c'hoazh "module", hag [https://translatewiki.net/wiki/MediaWiki:Translate-magic-module/br un droidigezh a gozh a zo] zoken. N'ouzon ket avat perak ne weler ket an traoù o tisoc'hañ amañ... --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Y-M D|(kaozeal)]]</small> 9 Mae 2014 da 21:48 (UTC)
 
==Taolenn kumunioù bepred==
Un dra iskis hag un tamm torr-penn (daoust ma n'eo ket gwall dra, met n'eo ket gwall vrav d'al lagad) a c'hoarvez (a-wechoù) gant an daolenn kumunioù; mont a ra "m" an "uhelder brasañ" war al linenn all, da lavaret eo distaget e vez ar sifr diouzh an "m"-se. N'eo ket brav-brav ha kollet e vez ul linenn. Klasket em eus gouzout perak, met gwall souezhus e c'hall bezañ an abeg. Da skouer, evit [[Rostrenenn]]: ma lakaan <nowiki>[[Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh|KK Kreiz Breizh]]</nowiki> eo e tislinenn an "m"-se (war ma skramm da vihanañ), ha ma lezan <nowiki>[[Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh]]</nowiki> hepken ez a mat (n'eo ket ar memes linenn koulskoude)! Koulskoude ne c'hoarvez ket seurt tra pa vez savet an daolenn kumunioù gant tud all… Diaes da gompren evidon. N'eo ket gwall dra, c'hoazh ur wech, hag arabat terriñ da benn gant se, met ma vefe un diskoulm aes ne vefe ket fall. Trugarez.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 20 Mez 2014 da 09:41 (UTC)