Claude de Percin de Montgaillard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Caude Percin de Montgaillard ''' (1631-1701 ) a oa un denjentil, ofiser en arme ar roue [[Loeiz XIV]].
 
==E vuhez==
Breur oa da Charles Percin de Montgaillard (1634-1675) ha breur-kaer da Renée Mauricette a Bloheg, markizez a dTimeur e [[Poullaouen]].
 
Daou ofiser uhel eus armeoù [[Loeiz XIV]] e oa Claude ha Charles. Remerket oa bet Charles e-kerzh an emgannoù en -dro da zDukirk ha graet e oa ur varkizelezh eus e zouaroù e [[Montgaillard]] (bremañ en departamant [[Tarn-et-Garonne]] ) gant Loeiz XIV e 1671.
 
Anavezet eo an daou vreur e Breizh peogwir e oa Charles pried Renée Mauricette a bPloheg, markizez a dTimeur ha Charles evit bezañ drouklazhet [[Sebastian ar Balp]] e-kerzh an nozvezh etre an 2 hag an [[3 a viz Gwengolo]] [[1675]].
 
Graet en doa Sebastian ar Balp studioù war ar gwirGwir a-drugarez da sikour Sebastian a bPloheg, tad Renée Mauricette ha bet oa bet noter homañ. Chomet oa e darempred gant ar familh rak , hervez mammennoù 'zo, ez eo Claude en doa aliet anezhañ da chom hep tagañ [[Montroulez]]. Deuet oa da vaner Timeur evit komz gant an daou vreur ha marteze goulenn o sikour pa wele arme an dug a Chaulnes o tostaat. Trenket an traoù etrezo pe raktres a-berzh Claude Percin de Montgaillard ? N'ouzer ket. Ur wezhwech lazhet Sebastian ar Balp e voe diskaret buan emsavadeg ar Bonedoù ruz hag e krogas ar gwaskadur a-berzh Stad.
 
Drouklazhet e voe Charles de Percin de Montgaillard d'e dro d'an [[12 a viz Gwengolo]] 1675. An daou vuntrer a oa noblañsoù eus bro gKaraez. Hervez mammennoù 'zo e tamallent da Charles bezañ re dost ouzh an emsaverien ha rmammennoùmammennoù all a lavar zoken o doa graet o zorfed war urzh an dug a Chaulnes.