Diforc'hioù etre adstummoù "Arzel Even"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2866117)
'''Arzel Even''' (ganet ''Pierre Raymond François Piette'' d'an [[3 a viz C'hwevrer]] [[1921]] -e [[1971Lille]]), pe,ha diouzhmarvet ed'an anv19 ofisiel,a '''Jeanviz Raymond[[1971]] Françoisen Piette'''[[Aberystwyth]], [[Kembre]]), a oa ur yezhour barrek war an holl [[yezhoù keltiek]]. Meur a anv-pluenn en deus implijet en e skridoù kentañ : ''Natrovissus'', ''Gereint'', ''Artomagalos'', ''Idriss Gawr''.
 
GanetE edad voea anoa hini zo anavezet dreist-holl dre e anv-pluenn Arzel Even eeus [[Lille]] e Flandrez Frañs, d’an [[3 C'hwevrer|3 a viz C'hwevrer]] [[1921]]. E dad a oa eus ar c’horn-hont hag e vamm a oa eus [[Breizh]]. Ober a reas e studi e [[Roazhon]] hag eno, pa oa studier, e teskas [[brezhoneg]]. E-pad an [[Eil brezel bed]] e voe embannet e skridoù brezhonek kentañ, war ''[[Galv (kelaouenn)|Galv]]'', ''[[Arvor (kazetenn)|Arvor]]'', ''[[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]''. Goude an [[Eil brezel bed]], e [[1946]], e savas, gant [[Per Denez]], ar gelaouenn sevenadurel ''[[Kened (kelaouenn)|Kened]]'', a voe kendeuzet buan goude gant ''[[Tír na nÓg (kelaouenn)|Tír na nÓg]]'' ha gant ''[[Al Liamm]]''.
 
Dimeziñ a reas Arzel Even gant ur Gembreadez, Enid Mair Phillips, e [[1950]], ha mont a reas da Gembre da vevañ. Eno e kavas labour evel levraoueger da gentañ ha goude-se evel kelenner brezhoneg e skol-veur [[Aberystwyth]].
 
Sevel a reas ar gelaouenn ''[[Hor Yezh]]'' e [[1954]] ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn-se betek e varv.
 
Gantañ eo bet savet ''[[Istor ar Yezhoù keltiekKeltiek]]'', zo bet embannetadembannet meur a wech gant ''Hor Yezh''. Studiadennoù yezhoniezh niverus en deus embannet e meur a gelaouenn : ''Hor Yezh'' evel-just, ''Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd''/''Bulletin of the Board of Celtic Studies'', ''[[Ogam (kelaouenn)|Ogam]]'', ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh ''[[Al Liamm]]''.
 
Mervel a reas yaouank a-walc’h, d’an [[18 Kerzu|18 a viz Kerzu]]e [[1971]]. Douaret eo bet e [[Llanbadarn Fawr]], e-kichen Aberystwyth. E [[Levraoueg Vroadel Kembre]] eo bet fiziet al levrioù hag ar skridoù a zo chomet war e lerc’h (war-dro 500 levr).
 
== E oberennoù ==
43 616

modifications