Sonerezh hengounel Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
liamm > treujenn-gaol
liamm > treujenn-gaol
Linenn 49:
Soñjet e vez diouzhtu d'ar c’houpladoù [[bombard]]/[[binioù kozh|binioù]] pa vez soñjet da sonerezh Breizh. Memes ma ‘z eo ar binviji-se brudet, dreist-holl e Breizh-Izel, ne vez ket implijet nemeto.
Gwechall a oa implijet an delenn ivez, dreist-holl gant duked Breizh. Met n'he deus ket leusket kalz a roudoù goude mare an duked. E-penn kentañ ar bloavezhioù 1950 e labouras [[Alan Stivell]] hag e dad [[Georges Cochevelou]], heuliet gant reoù all, evit ma vije addigaset er vro. Anavezet eo hiziv an deiz dindan anv an [[telenn geltieg|delenn geltieg]].
E-pad an XIXvet kantved e oa bet treuzgaset e Breizh an [[accordeoñs diatonek]] hag an [[Treujenn-gaol (klarinetenn)|dreujenn-gaol]]. Plijet e veze an dud gant an ton chalerus eus an [[Treujenn-gaol (klarinetenn)|dreujenn-gaol]] ha dre ma c’helle kemer plas an diskan e-barzh ar c'han ha diskan.
Binviji all a zo bet hag a zo c’hoazh implijet : [[ar beuz]], [[ar biell]], [[ar violoñs]], [[Treujenn-gaol (klarinetenn)|an treujenndreujenn-gaol]], [[Fleüt Iwerzhon]] hag [[an Dulsimer]]. N’eus ket pell gitar, hag a oa implijet e-penn kentañ evit heuliañ kanaouennoù (cf. [[Glenmor]]) hag implijet war lerc’h evit an dañsoù, er fin e vez implijet gant tud evel [[Dan Ar Braz]], [[Soïg Sibéril]], [[Jean-Charles Guichen]] pe [[Nicolas Quéméner]] evit c’hoari e-unan.
 
==Liammoù diavez==