Camilla Martelli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
 
Merc'h e oa da Antonio Martelli, den a renk uhel, ha da Elisabetta Soderini. Meulet e veze he c'hened ha goude marv [[Eleonora di Toledo]], pried an dug, e kemeras lec'h e serc'h [[Eleonora degli Albizi]], petra bennak ma oa c'hwec'h vloaz warn-ugent yaouankoc'h egetañ. Camilla a reas war-dro an dug-meur pa oa klañv, pa laoskas ar galloud gant e vab, [[Francesco Iañ]], d'en em dennañ d'ar [[villa medicea di Castello]].
 
Ur verc'h he doe Camilla e 1568, [[Virginia di Cosimo de' Medici|Virginia]] hec'h anv, met tremen a rae war-lerc'h ar vugale eus eured kentañ Cosimo, ha war-lerc'h e vab Francesco dreist-holl. Koulskoude e timezas Cosimo dezhi e 1570, war c'houlenn ar pab [[Pi V]], met ne voe ket anvet da zugez-veur, war-c'houlenn ar vugale.
 
<!--Cosimo, in risposta alle lamentele di Francesco I scrisse una nota molto eloquente: "Sono un privato e ho preso in moglie una gentildonna fiorentina, e di buona famiglia", intendendo come egli non fosse più Granduca e fosse libero nelle proprie scelte. Virginia venne comunque legittimata e integrata nella linea di successione.
 
Camilla fu l'oggetto principale degli aspri dissapori tra Cosimo e i figli negli anni della sua vecchiaia. Ella non destava simpatia per il suo lusso ostentato, che doveva sembrare volgare in confronto alla classe inarrivabile della compianta Eleonora di Toledo. Il Granduca, per non destare scandalo, la teneva appartata e le vietava feste e celebrazioni ufficiali.-->
 
E 1574 e varvas Cosimo Iañ. Bloaz goude, e 1575, en em dennas Camilla, rediet gant Francesco, e kouent ar Murate e firenze, ha hi nav bloaz warn-ugent, difennet outi addimeziñ. Abalamour d'he c'hlemmoù ha d'he froudennoù ha d'he barradoù nervennoù eo al leanezed a c'houlennas digant an dug-meur kas anezhi da gouent Santa Monica, ma oa-hi bet desket en plac'h yaouank. Laosket e voe da vont e-maez ar gouent ur wech, da vont da eured he merc'h Virginia, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1586, gant [[Cesare d'Este]], mab bastard da Alfonso.
 
Goude marv Francesco Iañ e c'houlennas brasoc'h frankiz digant Ferdinando Iañ, ha laosket e voe da vevañ er [[villa di Lappeggi]]. Nemet barradoù he deveze dalc'hmat muioc'h-mui, hag adkaset e voe da gouent Santa Monica. Eno e varvas e 1590.