Camilla Martelli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Merc'h e oa da Antonio Martelli, den a renk uhel e kêr Firenze, ha da Elisabetta Soderini. Meulet e veze he c'hened ha goude marv [[Eleonora di Toledo]], pried an dug, e kemeras lec'h e serc'h [[Eleonora degli Albizi]], petra bennak ma oa c'hwec'h vloaz warn-ugent yaouankoc'h egetañ. Camilla a reas war-dro an dug-meur pa oa klañv, pa laoskas ar galloud gant e vab, [[Francesco Iañ de' Medici]], d'en em dennañ d'ar [[villa medicea di Castello]].
 
Ur verc'h he doe Camilla e 1568, [[Virginia di Cosimo de' Medici|Virginia]] hec'h anv, met tremen a rae war-lerc'h ar vugale eus eured kentañ Cosimo, ha war-lerc'h e vab Francesco dreist-holl. Daoust da enebiezh e vugale ec'h addimezas Cosimo da Gamilla e 1570, war c'hourc'hemenn ar pab [[Pi V]], met ne voe ket anvet da zugez-veur, war-c'houlenn ar vugale. D'e vab Francesco en devo klemmet abalamour da se n devo respontet "Sono un privato e ho preso in moglie una gentildonna fiorentina, e di buona famiglia" ( Un den on, ha kemeret em eus da wreg ur vaouez firenzeat, a diegezh mat, da lavarout eo e c'halle, dre ma ne oa ket dug ken, dibab e wreg evel a gare. Divastardiñ o merc'h Virginia a reas ivez, ha reién ul lec'h dezhi e skeul ar susitourien.
 
<!--