Copa Newton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Copa Newton''' a oa un trofe hag a c'hopre trec'h ar c'hrogad a veze dalc'het etre skipailhoù broadel mell-droad [[Arc'hantina]] hag [[Uruguay]] tost bep bloaz etre [[1906]] ha [[1976]]. Krouet e voe gant [[Nicanor R. Newton]] ([[1874]]-[[1955]]) a oa e-touez renerien [[Asociación del Fútbol Argentino]] (AFA) d'ar mare-se, da zegas un tamm sikour da vugale baour an div vro.
 
Seizh dalc'h warn-ugent e voe, aet ar maout seitek gwech gant ''[[La Albiceleste]]''<ref>Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Arc'hantina.</ref> ha dek gwech gant ''[[La Celeste]]''<ref>Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.</ref> (koulskoude o devoa c'hoariet Arc'hantiniz er-maez pemzek gwech, da lâret eo teir gwech muioc'h eget Uruguayiz).