Gwreg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
==Istor==
Buhez ur plac'h en Europa ar c'hornôg, a-raoken hon amzer, a zo bepred mont da wreg ha da vamm, da lavarout eo dimeziñ pe "paksiñ", rak an holl draoù-se a ya a-unan hervez an divezoiriezh kristen en deus merket don-tre ar stuzegezh, met digreskiñ a ra an euredoù sivil keit ha ma kresk ar [[PACS]]-où. A-raok-se, an hini na zimeze ket a chome da vatezh gant he zad, pe a yae d'ar gouent er broioù katolik. Darn a yae da vitizhien da di tud pinvidikoc'h. Un nebeudig a yae da c'histi er c'hêrioù.
 
En Europa ar Grennamzer, ha betek kreiz an ugentved kantved, ne veze ket dimezet an dud dre garantez, goude ma oa ar pep gwellañ hervez al lennegezh. Aozet e veze an dimezioù gant an [[tad]]où, pe an [[ozhac'h|ezhec'h]]. Ret e oa d'ar wreg bout [[gwerc'h]]. [[Argouroù]] a veze roet gant tad ar wreg d'he [[gwaz]].