Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 44:
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus an dizoloadenn graet gant an ergerzher [[Izelvroioù|izelvroat]] [[Wilem Barentz]] e [[1596]]. Er {{XVIIvet}} ha {{XVIIIvet kantved}} e voe korvoet Enez Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumeta ken ez eas da get [[balum]] ar Greunland. Gant listri an Izelvroiz, an [[Danmark|Daned]], [[Breizh-Veur|Breizhveuriz]], ar [[Bro-C'hall|C'hallaoued]] hag an Norvegiz e voe chaseet ar balumed ha {{formatnum:60000}} anezho gant Izelvroiz hepken.<br />
Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz [[Meurvor Arktika]].<br />
E 1839 un ergerzhadeg skiantel gall renet gant [[Joseph Paul Gaimard]](1796-1858)a yeas betek ar Svalbard war al gorvetenn ''La Recherche''. War vourzh al lestr e oa al livour Francois Auguste Biard (1798-1882) ha danvez e wreg ar skrivagnerez [[Léonie Thévenot d'Aunet]]. Livet ez eus bet un toullad taolennoù diwar-benn ar Svlabard ha Bro ar [[Sami]] gant [[François Auguste Biard]]. Enbannet eo bet danEvell veaj Léonie D'Aunet, ""Voyage d'une femme au Spitzberg'' e ti Hachette e 1855. Roet eo bet anv ''La Recherche'' d'ur fjord war enezenn Spitsbergen (Recherchefjorden war Wedel Jarlsberg Land).
Kalz ergerzherion a loc'has eus [[Ny Alesund]] e daeroù an XXvet kantved ([[Roald Amundsen]],[[Umberto Nobile]], [[Lincoln Ellswoth]],[[an amiral Byrd]] war du pennahel an Norzh pe pelloc'h. E 1926 e kuitaas aerlestr Amundsen ha Nobile , an ''Norge'', Ny Alesund evit tizhout an [[Alaska]]. Daou vloaz war lerc'h e klaskas Nobile ober memes beaj gant an ''Italia''. Kollet e voe. Amundsen hag e skipailh a varvas o vont d'e glask. Nobile a voe adkavet goude...
E deroù an {{XXvet kantved}} e krogas [[embregerezh]]ioù eus meur a vro da gleuziañ [[mengleuz glaou|mengleuzioù glaou]]. Gant ar "Feur-emglev o tennañ da Spitsbergen" sinet e 1920 e voe anavezet riegezh Norvegia, met gant gwirioù bevennet. Chom a rae pep a stal gorvoiñ evel m'emaint (mengleuzioù glaou peurvuiañ) ha ne oa ket aotreet da Norvegia da staliañ he [[lu]].<br />
Krediñ a ra da lod istorourien eo bet roet Svalbard da Norvegia evit he zrugarekaat p'he doa stourmet taer war vor a-enep d'an [[Alamagn|Alamaned]] e-doug ar [[Brezel-Bed kentañ]] ha kollet un toullad bras a dud ha listri ganti.<br />