Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 42:
== Istor ==
Marteze eo bet dizolet inizi Svalbard gant ar [[Vikinged]] er {{XIIvet kantved}} pa'z eus anv eus ''Svalbard''(= [[ribl]]enn yen) er [[saga]]ioù [[hennorvegeg]], met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all evel enez [[Jan Mayen]] pe ar [[Greunland]].<br />
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus an dizoloadenn graet gant an ergerzher [[Izelvroioù|izelvroat]] [[Wilem Barentz]] e [[1596]]. Er {{XVIIvet}} ha {{XVIIIvet kantved}} e voe korvoet Enez Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumeta ken ez eas da get [[balum]] ar Greunland. Gant listri an Izelvroiz, an [[Danmark|Daned]], [[Breizh-Veur|Breizhveuriz]], ar [[Bro-C'hall|C'hallaoued]] hag an Norvegiz e voe chaseet ar balumed ha {{formatnum:60000}} anezho gant Izelvroiz hepken.<br /> E bae Madalen (Magdalenefjorden), ul lec'h brav-eston e Norzh Enez Spitsbergen, e kaver un toullad bezioù chaseourien balumed hag ur monumant bihan e koun Euskariz marvet eno. Anv Santez [[Madalen]] a vefe bet roet d'ar fjord en o enor.
Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz [[Meurvor Arktika]].<br />
E 1839 un ergerzhadeg skiantel gall renet gant [[Joseph Paul Gaimard]](1796-1858)a yeas betek ar Svalbard war al gorvetenn ''La Recherche''. War vourzh al lestr e oa al livour [[Francois Auguste Biard]] (1798-1882) ha danvez e wreg ar skrivagnerez [[Léonie Thévenot d'Aunet]]. Livet ez eus bet un toullad taolennoù diwar-benn ar Svalbard ha Bro ar [[Sami]] gant [[François Auguste Biard]]. Enbannet eo bet danevell veaj Léonie D'Aunet, ''Voyage d'une femme au Spitzberg'' e ti Hachette e 1855. Roet eo bet anv ''La Recherche'' d'ur fjord war enezenn Spitsbergen (Recherchefjorden war Wedel Jarlsberg Land).