Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 54:
 
== Douaroniezh ==
13% a lec'hioù goloet a van, 27% a roc'h noazh, 60% a skornegi a d'ober ar Svalbard. An hin a zo pennahelel rust, hini un dezerzh yen. Etre 200 ha 300 mm glav ar bloaz. Gwrez keitat : etre -4°C ha 6°C e miz Gouhere ; -16°C betek -30°C e miz Genver.
 
Evned a gaver kalzik. Chom a ra un nebeud [[balumed]]. [[Reuniged]] a zo niverus keñveriet gant ar c'holeed-mor bet chaseet kalz d'ur mare zo bet (etre 500 ha 2000). Ouzhpenn ar [[arzhed gwenn]],loen arouezel ar Svalbard, e kaver [[lern]] arktek ha [[kirvi-erc'h]] (war dro 10 000).
 
Estreget Longyearbyen ez eus daou lec'h ma kaver tud a-hed ar bloaz : Pyramiden gant un nebeud Rusianed (un eizh bennak) ha [[Ny Alesund]] gant 130 skiantour a 15 bro e-kerzh an hañv ha 30 a-hed ar bloaz. Krouet eo bet ar gêriadenn e 1916 gant Kings Bay Kull Compani. Betek 1963 e oa ur vengleuz glaou eno. Serret voe da-heul un toullad tarzhadennoù a lazhas mengleuzerien. Bremañ ez eo ur greizenn skiantel etrebroadel. Bez e vefe ar gêriadenn dostañ ouzh pennahel an Norzh (79°N) gant annezidi a-hed ar bloaz.
[[Restr:Longyearbyen4.jpg|thumb|left|Kêr Longyearbyen]]