Monty Python : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Ur strollad fentigellerien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC. 45 ra..."
 
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
D liammoù diabarzh
Linenn 1:
Ur strollad [[fent|fentigellerien]] [[saoz]] eo '''Monty Python''', bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn [[skinwel]] Monty Python's Flying Circus, skignet etre [[1969]] ha '''1974''' war ar BBC. 45 rann a zo dre holl. C'hwec'h ezel a oa : [[Graham Chapman]], [[John Cleese]], [[Eric Idle]], [[Michael Palin]], [[Terry Jones]] ha [[Terry Gilliam]]. Eus [[Kembre]] eo Terry Jones hag eus ar [[Stadoù-Unanet]] eo Terry Gilliam, eus [[Bro-Saoz]] an holl izili all. Lakaet e vez fent Monty Python da skouer ar fent saoz diboell, hag ul levezon vras o deus bet war fentigellerien all er bed a-bezh.
 
Filmoù o deus sevenet ivez :
 
*''[[And now for something completely different]]'' ([[1971]])
*''[[Monty Python and the Holy Grail]]'' ([[1975]])
*''[[Monty Python's Life of Brian]]'' ([[1979]])
*''[[Monty Python's The Meaning of Life]]'' ([[1983]])
 
Goude fin an abadenn e kemeras an izili pep a hent disheñvel : aktourien vrudet eo deuet John Cleese ha Michael Palin da vezañ, ha Terry Gilliam a stagas er filmaozañ. Graham Chapman a varvas e [[1989]].
 
D'an 19 a viz Du [[2013]] e voe embannet gant Terry Jones e vefe adsavet ar strollad gant ar pemp ezel a zo bev c'hoazh.