Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ rummad
adkasoù zo eus broad (gourel) da vroad (gwregel)
Linenn 37:
|}
 
'''Svalbard''' a zo un [[enezeg]] e [[Meurvor Arktika]], er c'hornog da [[Douar Franz-Josef]], en norzh da [[Europa]], hanter-hent etre [[Norvegia]] ha [[Penn-ahel an Norzh]]. Emañ an inizi-se etre 74º ha 81º [[ledred]] norzh hag etre 10º ha 32° [[hedred]] reter. Stag eo an enezeg ouzh [[Rouantelezh Norvegia]]. Teir [[enez]]enn a zo tud o chom warno : [[Spitsbergen]], an hini vrasañ, [[Bjørnøya]] ha [[Hopen]]. [[Longyearbyen]] eo ar [[gêr]] vrasañ hag ar [[kêr-benn|gêr-benn]]. Gant [[Emglev Svalbard]], sinet e [[1920]], e voe anavezet [[riegezh]] Norvegia war an enezeg, ha dont a reas en he [[kerzh|c'herzh]] e [[1925]]), met bez' ez eo c'hoazh unan eus ar pevar [[tiriad|ziriad]] er bed a zo anavezet o statud arbennik gant [[feur-emglev etrebroadel|emglevioù etrebroadel]]. Gwechall e veze anvet an holl enezeg ''Spitsbergen'' (Spitzberg e [[galleg]]) diwar anv an enezenn vrasañ. ''Spitsbergen'' a zo evit [[pikern|menez pikerniet]]".
 
== Istor ==
Marteze e oa bet kavet inizi Svalbard gant ar [[Vikinged]] er {{XIIvet kantved}} pa'z eus anv eus ''Svalbard'' (= [[ribl]]enn yen) er [[saga]]ioù [[hennorvegeg]], met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all, evel enez [[Jan Mayen]] pe ar [[Greunland]].<br />
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus ar gavadenn graet gant an ergerzher [[Izelvroioù|izelvroat]] [[Wilem Barentz]] e [[1596]]. Er {{XVIIvet}} hag en {{XVIIIvet kantved}} e voe korvoet Enez Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumeta ken ez eas da get [[balum reizh Greunland|balum ar Greunland]]. Gant listri Izelvroiz, an [[Danmark|Daned]], [[Breizh-Veur|Breizhveuriz]], ar [[Bro-C'hall|C'hallaoued]] ha Norvegiz e voe chaseet ar balumed ha {{formatnum:60000}} anezho gant Izelvroiz hepken.<br />E bae Madalen (Magdalenefjorden), ul lec'h brav-eston e Norzh Enez Spitsbergen, e kaver un toullad bezioù chaseourien balumed hag ur monumant bihan e koun Euskariz marvet eno. Anv Santez [[Madalen]] a vefe bet roet d'ar fjord en o enor.
 
Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz [[Meurvor Arktika]].<br />