Chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Gwelet eo evel unan eus oberennoù heverkaén luskad ar ''Seiz Breur''. Bihan eo ao deuet da vezañ chapel ar skolaj er bloavezhioù 1930. Divizet oa bet sevel unan a..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Gwelet eo evel unan eus oberennoù heverkaénheverkañ luskad ar [[''Seiz Breur'']].
 
Bihan eo ao deuet da vezañ chapel ar skolaj er bloavezhioù 1930. Divizet oa bet sevel unan all ha fiziet al labour e [[James Bouillé]], ti-savour staliet e [[Perroz-Gireg]], ezel eus ar [[''Unvaniez ar Seiz Breur'']] ha krouer ar Stal-labour Breizhat a Arz Kristen gant [[Xavier de Langlais]] ([[Atelier Breton d'Art Chrétien]]) e 1929. Gellout a reas labourat kalz dieupoc'h eget en un iliz parrez hep bec'h soñjoù an dud...
 
Ur c'hempennadur hollek oa ar raktres. Enframmet dreist eo a Chapel en hec'h endro ha graet en deus James Bouillé war dro pep lodenn eus ar c'hinkladurioù diabarzh. Gouzout a reas [[Xavier de Langlais]] lakaat e livadurioù da glotañ gant uhelvennad James Bouilé.
Linenn 8:
Adal an diavaez hag ar porched e verzer pegen kempouez eo ar savadur. En diabarzh e vezer bamet dirak skañvder hag uhelded ar volz, stumm un hirgelc'h ganti. Heverk eo al livioù laouen ivez.
 
Gouezet en deus [[James Bouillé]] ober gant teknikoù modernañ ar mare (betoñs houarnet, mailhoù simant evit ar gwer-livet...). Savet eo bet ar c'hloc'hti war gostez ar c'horf-iliz. Bez ez eus ur c'hev-iliz , un orator hag ur sal emvod didandindan ar chapel. Kavout a reer er chapel un ograou gant treuzkasadur tredan bet ijinet gant un oberour a Naoned, Gloton.
 
Lakaet en deus James Bouillé artizaned eus ar vro da labourat : Tregeriz evel-just (Krambrun evt ar mañsonerezh, Le Merer evit an ebenouriezh, Le Bozec evit ar c'hizellerezh , Garnuzel ha Lemercier evit an houarnerezh), met Roazhoniz ivez (ar vreuderu Rault evit ar gwer-livet)hag un Naonedad evit an ograou...