Svalbard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adkasoù zo eus broad (gourel) da vroad (gwregel)
Linenn 57:
Evned a gaver kalzik (ouzhpenn 160 spesad). Chom a ra un nebeud [[balum]]ed. [[Reuniged]] a zo niverus keñveriet gant ar [[kole-mor|c'holeoù-mor]] bet chaseet kalz d'ur mare zo bet (etre 500 ha 2000). Ouzhpenn ar [[arzh gwenn|arzhed gwenn]], loen arouezel ar Svalbard, e kaver [[louarn Arktik|lern arktek]] ha [[karv-erc'h|kirvi-erc'h]] (war dro 10 000).
 
Estreget Longyearbyen ez eus tri lec'h war Enez Spitsbergen ma kaver tud a-hed ar bloaz : Barentsburg, 400 annezad, ur vengleuz glaou perc'hennet gant Rusianed, Pyramiden gant un nebeud Rusianed (un eizh bennak) ha [[Ny AlesundÅlesund]] gant 130 skiantour a 15 bro e-kerzh an hañv ha 30 a-hed ar bloaz. Krouet eo bet ar gêriadenn e 1916 gant Kings Bay Kull Compani. Betek 1963 e oa ur vengleuz glaou eno. Serret voe da-heul un toullad tarzhadennoù a lazhas mengleuzerien. Bremañ ez eo ur greizenn skiantel etrebroadel. Bez' e vefe ar gêriadenn dostañ ouzh penn-ahel an Norzh (79°N) gant annezidi a-hed ar bloaz.
 
Ma kendalc'h ar vorskorneg da gilañ, ma c'hell al listri bras tremen hañv c'hoañv dre an Norzh evit tizhout ar Meurvor Habask, ma teu aesoc'h mont da glask ar petrol hag ar gaz a zo dindan ar mor tro-dro da Svalbard, e cheñcho mik pouez ekomikel an enezeg hag he dremm.