Marc Simon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "== Marc (François) Simon, beleg, manac'h ha levraoueger == Ganet eo bet François Simon d'an 19 a viz Mezheven 1924 e Gwinevez. Skolajiad e voe e Skolaj Sant-..."
 
Linenn 5:
Skolajiad e voe e [[Skolaj Sant-Frañsez Lesneven]] eus 1934 da 1941. Mont a reas goude da gloerdi bras [[Kemper]]. Beleget e voe d'ar [[1añ a viz Gouere 1947]]. E-pad un toullad bloavezhioù e voe beleg-skolaer e meur a skol gatolik eus [[Eskopti Kemper ha Leon]].
 
E 1957 ez eas da vanac'h e [[Kervenead]]. Kaset e voe ar venec'h da Landevenneg goude. Seveniñ a reas kargoù kelenn e-pad ur pennad. E 1970 e voe fiziet ennañ ''[[Kronikenn Landevenneg]]'' (kelaouenn drimiziek). E 1983 e voe lakaet e karg eus levraoueg vreizhat an Abati war lerc'h an [[Tad Grégoire Ollivier]]. Ar garg-se en deus bepred. Imbourc'hioù a ra diwar-benn istor [[Abati LandevenegSant-Gwenole Landevenneg]].
 
Resevet en deus [[Kolier an Erminig]] e 2001.