José Nasazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''José Nasazzi Yarza''', bet ganet d'ar [[24 a viz Mae]] [[1901]] e [[Montevideo]] ([[Uruguay]]) hag aet da Anaon d'ar [[17 a viz Mezheven]] [[1968]] er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat a orin italian (difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn). Aet e oa da zibaber skipailh broadel e vro, eus [[1942]] da [[1945]], war-lerc'h e amzer c'hoarier.
 
Graet e veze ''[[El Gran Capitán]]'', ''[[El Mariscal]]'' pe ''[[El Terrible]]'' anezhañ ivez.
 
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :
* [[1918]]-[[1920]] : [[Centro Atlético Lito|Lito]] (Montevideo)]],
* [[1922]]-[[1932]] : [[Club Atlético Bella Vista|Bella Vista Montevideo]]<ref>[[Estadio José Nasazzi|Parque José Nasazzi]] a voe graet, e 1933, eus ar sportva ma c'hoarie ar c'hleub.</ref> (Montevideo),
* [[1933]]-[[1937]] : [[Club Nacional de Football|Nacional]] (Montevideo)]], aet da gampion e 1933 ha [[1934]].
 
Ur wech ha daou-ugent en devoa douget krez ''[[La Celeste]]''<ref>Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.</ref> etre [[1923]] ha [[1936]] hep merkañ pal ebet.